Jonathan Rowson
Jonathan Rowson a zo bet ganet d'an 18 a viz Ebrel 1977 en Obair Dheathain (Skos).
Mestrc'hoarier echedoù skosat eo.
Skrivagnour ha kazetennour echedoù eo ivez.
An Trede Skosad e oa da vout anvet Mestr Meur Etrebroadel e 1999.
Kregiñ a reas e skipailh broadel skolioù kentañ derez Skos a-enep da Vro-Saoz e 1988. Tapout a reas ar vendalenn argant e Kampionad Europa dindan 18 vloaz e 1995, goude ar c'hampion poloniat Robert Kempinski. Eilvet e voe e Kampionad Europa dindan 20 vloaz e 1997. Kampion Skos e 1999, 2001 ha 2004. Kampion Breizh-Veur e 2004, 2005 ha 2006. E renk Elo a oa 2 599 e miz Gouere 2007.
Gober a reas e studi war ar brederouriezh, ar skiantoù politikel hag armerzhel e Keble College e skol-veur Oxford (Bro-Saoz). E-pad bloaz e studias e Harvard (SUA). Dedennet eo gant preder ar Reter ha labourat a rae war un dezenn D.Phil a-zivout ar furnezh. E 2006 e timezas gant ul lennourez indian war ar Gwir. E Londrez (Bro-Saoz) emaint o vevañ.
Oberennoù skrivet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jonathan Rowson, Understanding the Grunfeld, 1998 ;
- Jonathan Rowson, The Seven Deadly Chess Sins, 2000 ;
- Jonathan Rowson, Chess for Zebras, 2005 .