João Pessoa
Neuz
João Pessoa eo anv kêr-benn stad Paraíba, e Brazil. Anavezet eo evel ar gêr ma sav an heol abretañ, abalamour m'emañ e-kichenik Ponta do Seixas, al lec'h reterañ en Amerika. Se zo kaoz eo lesanvet "Porta do Sol", Dor an Heol.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa voe krouet em 1585 e oa anvet Filipéia de Nossa Senhora das Neves ("Itron Varia an Erc'h", pa oa bet savet deiz ar gouel-se). An trede koshañ kêr e Brazil eo, hag an hini diwezhañ savet er XVIvet kantved.