[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

János Arany

Eus Wikipedia
János Arany, poltred dalif gant Miklós Barabás e 1884

János Arany (distaget [ˈjaːnoʃ ˈɒrɒɲ] en hungareg), ganet d'an 2 a viz Meurzh 1817 ha marvet d'an 22 a viz Here 1882, a oa ur barzh, kazetenner, skrivagner ha troour eus Hungaria. Skrivañ a reas gwerzioù e-leizh en hungareg, hag a zo bet troet e meur a yezh. Brudet eo e veurgan e tri fezh diwar-benn an haroz hungarat Miklós Toldi.

Ganet e voe e Nagyszalonta, a oa d'ar c'houlz-se e Rouantelezh Hungaria, en Impalaeriezh Aostria, met a zo bremañ e gwalarn Roumania. Dek bugel o doa bet e dud, met ne oa nemet daou a oa chomet bev. Deskiñ a reas lenn ha skrivañ, ha lenn a rae kalz, en hungareg koulz hag e latin. Da bevarzek vloaz en em lakaas da labourat evel danvez-kelenner. Adalek 1833 e teskas alamaneg ha galleg e skol-veur Debrecen. Buan avat ez eas da c'hoari pezh, kent mont tro-ha-tro da gelenner, da gazetenner ha d'ober a bep seurt micherioù all.

E 1840 e timezas da Julianna Ercsey (1816–1885). Daou vugel o devoe, ur verc'h hag a varvas yaouank hag ur mab, László, a voe barzh ivez ha dastumer kontadennoù hungarek.

Goude embann e veurgan Toldi e teuas János da vezañ anavezet ha mignonañ a reas gant ar barzh hollvrudet Sándor Petőfi. Gwall skoet e voe avat gant marv Petőfi e-pad Dispac'h Hungaria e 1848.

Dilennet e voe en Akademiezh Hungaria ar Skiantoù e 1858. Sekretour meur an Adademiezh e voe adalek 1865. Dilennet e voe ivez e penn ar Gevredigezh Kisfaludy, ur gevredigezh lennegel hungarek.

Paouez a reas da skrivañ goude marv e verc'h, war-bouez Őszikék, awenet gant ar marv, e 1877.

Mervel a reas e Budapest d'an 22 a viz Here 1882.

Treiñ a reas pezhioù gant Shakespeare diwar ar saozneg en hungareg : A Midsummer Night's Dream, Hamlet ha The Life and Death of King John. Treiñ a reas oberennoù all ivez, gant Aristofanes, Mic'hail Lermontov, Aleksandr Pouchkin ha Molière, ha skoazellañ a reas troerien all.

Awenet e oa meurganoù János Arany gant istor Hungaria hag he harozioù, evel e Marv ar Roue Buda (1864). Ha hiziv c'hoazh eo levezonet ar sell o deus tud Hungaria war o istor gant ar meurganoù-se, diwar-goust ar fedoù gwir alies.

Unan eus e skridoù anavezetañ eo A Walesi Bárdok ("Barzhed Kembre"). Skrivet e voe ar varzhoneg-se gant Arany pa zeuas an impalaer Franz Joseph Iañ da Hungaria goude c'hwitadenn Dispac'h 1848. Sevel a reas ur skrid diwar-benn brezelioù Edouarzh I Bro-Saoz da aloubiñ Kembre ha kavout abeg evel-se, dre guzh, e politikerezh Aostria en Hungaria.

Hiziv e seller ouzh János Arany evel unan eus barzhed veur Hungaria, e-kichen Sándor Petőfi, Endre Ady, Miklós Radnóti pe Attila József.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.