[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Istor Normandi

Eus Wikipedia
Skoed-ardamez Normandi


En Henamzer, e skridoù Julius Caesar ez eus anv eus un nebeud pobloù galian en douaroù ma voe krouet dugelezh Normandi 10 kantved diwezhatoc'h :

Mor Breizh a oa ul liamm etre ar pobloù en hanternoz hag er c'hreisteiz dezhañ, hag anvioù heñvel a veze kavet en daou du. Eskemmoù armerzhel a veze etre Breizh-Veur koulz hag ar morioù nes ken ez eus bet kavet roudoù ar marc'hadourezhioù italian er broioù kelt.
E 27 kent JK e voe staget broioù ar C'haleted hag hini ar Veliokased gant an impalaer roman Aogust ouzh ar broviñs roman anvet Gallia Lugdunensis, Lyon he c'hêr-benn.
Goude ma oa aet kuit al lu roman eus Galia e penn ar IVre kantved (gant Kustentin aet da dapout ar galloud e Roma) e klaskas ar c'heodeded galian kevrediñ evit gwareziñ o surentez tro-dro d'an Aulerked.
Koulskoude e teuas ar Frized, morlaeron anezho, da gontrolliñ an aodoù tamm ha tamm.

Vikinged aotreet d'ober o annez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un darn eus Neustria zo aet d'ober Normandi e 911 pa voe sinet Feur-emglev Saint-Clair-sur-Epte etre Rollon, tiern viking, ha Charlez III a Vro-C'hall. Roet e voe kontelezh Rouen da Rollon, en eskemm e oa karget da zifenn traoñienn ar Saena a-enep ar Vikinged all. Krouet e oa dugelezh Normandi, a oa gwazour da Rouantelezh Bro-C'hall.

Duged ha roueed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kreskiñ a reas galloud duged Normandi pa zivizas an dug Gwilherm, lesanvet an Alouber da-c'houde, klask tapout tron rouantelezh ar Saozon e Breizh-Veur tra ma oa kenderv d'ar roue saoz, Edouard ar C'hofesour en doa dilennet anezhañ evit bezañ e hêr.
E 1066 e tastumas ul lu bras, Normaned koulz ha Brezhoned ennañ, e porzh Saint-Pierre-sur-Dives hag e kasas anezhañ tramor. Trec'h en doe war Harold hemañ emembannet bezañ ar roue, e-doug emgann Hastings ha lazhet e oe e enebour.
Rannañ a reas Gwilherm an douaroù en doa lakaet da vezañ holl renablet en Domesday Book (Levr ar Barn diwezhañ). Evel-se e oe roet da dug Breizh Hoel II en doa harpet Gwilherm ur strollad chapeleniezhoù e Norzh Bro-Saoz, anvet Enor Richmond, ur vammenn puilh arc'hant evit an dugelezh.
Dugelezh Normandi ivez a oa uhelet dre ma oe e dug ur roue a c'helle sac'hañ dalc'hioù bras war ar c'hevandir ha kemer ar bennaotrouniezh ma veze tu. E 1154 ez eas dug Breizh Konan IV da repu e Bro-Saoz hag ez eas da wazhour ar roue norman ha saoz Herri II Plantajened. Hemañ a oe gward dugelezh Breizh pa oe e Jafrez Plantajened, e vab, ur minor dimezet gant hêrez dugelezh Breizh, Koñstañs. Pa varvas Jafrez, hag eñ un dug Breizh hag Anjev berrbad, e resevas an dugelezh Herri II.

E-pad tri c'hantved e voe Normandi ur briñselezh vras. Gant an Normaned e voe aloubet Bro-Saoz, Sikilia, Italia ar Su, etc...

E 1204 e tennas splet ar roue gall Fulup II eus torfedoù ha trubarderezh Yann Dizouar evit embann ma oa lamet dugelezh Normandi dioutañ. E 1206 e aloubas Normandi Fulup II. Lakaat a reas da sevel ar c'hastell-kreñv Château-Gaillard, e-kichen Les Andelys (Eure) evit herzel distreiñ an Normaned-Saozon. Goude-se e tistroas Normandi da vezañ ur broviñs eus Bro-C'hall. Ne chomas nemet Inizi Breizh dindan beli ar roueed saos hag e vezont staget ouzh kurunenn Vro-Saoz nemet gant an dugelezh saoz chomet bev enno.
Daoust m'en doa anavezet ar roue saoz Herri III pennaotrouniezh ar roue gall e talc'has ar roueed saoz all adtapout an Normandi ha ne oe ket dilezet eo bet an azgoulenn a-raok 1804.
E 1315 e embannas ar roue gall Loeiz X ar Garta d'an Normaned a wareze dezho frankizoù hag emsavadurioù dibar. Kadarnaet e oe e 1339 gant Charlez IV.

Claude Monet, Impression, soleil levant, 1872, livet e porzh an Havr.

En XIXvet kantved e voe brudet ar skrivagnerien c'hallek-mañ: