[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Iliz Satan

Eus Wikipedia
Iliz Satan
aozadur relijiel
Iskevrennad euschurch Kemmañ
Rann eusLaVeyan Satanism Kemmañ
Tachenn obererezhioùreligious congregations and associations Kemmañ
Deiziad krouiñ30 Ebr 1966 Kemmañ
RelijionSatanism Kemmañ
Tachenn ar sant pe doueLusifer Kemmañ
DiazezerAnton LaVey, Diane Hegarty Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
E tiriadDutchess County Kemmañ
Sez sokialPoughkeepsie Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.churchofsatan.com Kemmañ

Iliz Satan (saozneg Church of Satan) a zo un aozadur didoueour gouestlet d'ar satanouriezh hervez Bibl ar Satanouriezh skrivet gant Anton Szandor LaVey e 1969.

Diazezet emañ kredennoù an Iliz dre vras war Satan pe Satanaz ar gKristeniezh, o kelenn ober dres ar c'honrtol diouzh ar pezh e vez kelennet gant ar relijionoù hengounel, dreist-holl dre disklêriañ emañ pep hini e karg eus e vuhez hag e dazont ha n'emañ kiriek nemet outañ e-unan.

N'eo ket evite neuze Satan un doare enep-doue a dlefer pep hini sentiñ outañ, met kentoc'h ez eo ar stanouriezh un hent relejiel "kleizour" a gas an dud war hent an emanaoudegezh drezi o-unan a dre ober diouzh o c'hoantoù hep soñjal er re all nag en un doue bennaket, forzh pehini e vefe.

Krouet e oa bet an Iliz e San Francisco d'an 30 a viz Ebrel, da geñver Gouel ar Gwrac'hed, e 1966 gant Anton Szandor LaVey, bet Beleg Meur an Iliz betek e varv e 1997.

Peter H. Gilmore

Nac'hañ e ra an Iliz ar statud didailh er Stadoù-Unanet a c'hellfe kaout dre wir evel iliz m'emañ rak krediñ a ra e dlefe pep hini bezañ kiriek dezhañ e-unan evit ar pezh a ra.

Ne glask ket izili nevez dre vrudañ an Iliz, ha pep ezel nevez a rank bezañ ouzhpenn 18 vloaz. Ret eo ivez da izili an Iliz sentiñ ouzh lezennoù ar vro e lec'h m'emaint o chom.

Goude marv LaVey e 1997 e voe staliet e wreg Blanche Barton e penn an Iliz ha kenderc'hel a ra hounnezh da labourat gant an Iliz. E 2001 avat e roas he fost d'ur c'houblad izili abaoe pell Peter H. Gilmore a deuas da vezañ Beleg Meur an Iliz gant Peggy Nadramia da Velegez Veur.

Sêzva an Iliz emañ hiziv e New York e-lec'h m'emañ ar c'houblad Beleion Veur o chom.

Liammoù diavaez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]