Ilham Aliyev
Neuz
Ilham Aliyev (en azeri: İlham Heydər oğlu Əliyev) zo ur politikour ha prezidant Azerbaidjan abaoe 2003. Mab eo d'ar prezidant kent Heydar Aliyev.
Ganet eo Ilham Aliyev d'ar 24 a viz Kerzu 1961 e Bakou. D'ar 4 a viz Eost 2003 e voe anvet da gentañ Ministr Azerbaidjan gant e dad. E miz Here 2003 e voe dilennet da brezidant daoust d'ar c'hlemmoù koulz er vro hag en estrenvro ouzh amreizhder an dilennadeg. Addilennet e oa bet d'ar 15 a viz Here 2008. Addilennet e 2013 gant 80% eus ar mouezhioù evit pemp bloavezh ouzhpenn, met douetañs bras a zo war reizhded an disoc'h-mañ.