[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Insubri

Eus Wikipedia
Pobloù Gallia Cisalpina, 391-192 a-raok J.-K.

An Insubri pe Insubres a oa ur bobl gelt e Gallia Cisalpina. Edo o c'hêr-benn e Mediolanum (Milano) hag e-touez ar c'hêrioù all a oa en o bro e c'haller menegiñ Comum (Como).

Insubri ha Cenomani a voe faezhet gant ar Romaned e meur a emgann e dibenn an Trede kantved kent JK hag e deroù an Eil kantved kent JK, daoust m'o doa graet emglev gant nerzhioù Kartadiz Hannibal Barca[1].

E 218 kent JK ez ejont gant arme Hannibal da argadiñ an Taurini. Kasoni a-gozh a oa etre Taurini hag Insubred. Kemeret e voe o c'hêr-benn Taurasia gant arme Hannibal goude ur seziz tri devezh[2]
"