[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Pinyin

Eus Wikipedia
(Adkaset eus ISO 7098)
Sinalunioù (lunioù sinaek) en o skritur hengounel pe eeunaet gant o zreuzskrivadur pinyin zo war ar bajenn-mañ. Sellit ouzh ar skoazell war Unicode pe testit o merdeer ma ne welit ket anezho fraezh.
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar Pinyin (拼音 pīnyīn) zo ur reizhiad skrivañ a dalvez da romanekaat ar mandarineg (da skrivañ anezhañ ent fonetikel gant al lizherenneg latin) hag a vez implijet e Republik Pobl Sina. Pinyin, ger-ha-ger, a dalvez e sinaeg "distagañ ar sonioù". Ur verradenn eo evit hanyu pinyin (汉语拼音 hànyǔ pīnyīn, da lavaret eo : "distagañ sonioù yezh an Han-ed »). Diazezet eo bet e 1958, ha deuet eo da vezañ ar reizhiad implijetañ evit romanekaat ar sinaeg tro-dro ar bed.

Distagadur kensonenn gentañ ur silabenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pinyin LFE Displegadur (gwelit Wikipedia saozneg evit gouzout hiroc'h)
p [pʰ] evel e saozneg, pe e brezhoneg pa vez aspiret mat
t [tʰ] evel e saozneg h.a.
k [kʰ] evel e saozneg h.a.
b [p] evel p e galleg
d [t] evel t e galleg
g [k] evel k e galleg
s [s] evel en « sistem »
c [tsʰ] evel ts, aspiret
z [ts] c nann-aspiret (hanterhent etre ds ha ts)
x [ɕ] un tammig evel ch e brezhoneg, war-du an s
q [tɕʰ] un tammig evel tch e brezhoneg
j [tɕ] q, nann-aspiret, etre dz ha dj e brezhoneg
sh [ʂ] un tammig evel ch e brezhoneg
ch [tʂʰ] un tammig evel tch e brezhoneg
zh [tʂ] ch, nann-aspiret
f [f] evel f e galleg
h [x] evel c'h e brezhoneg "c'hoar"
l [l] evel l e brezhoneg
r [ʐ] pe [ɻ] un tammig etre an r eus ar saozneg « rank » hag ar j eus ar galleg « jeu » distaget eus ar c'harlañchenn !
w [w] evel e brezhoneg (mod-Treger) ; ne glever netra mar emañ heuliet gant u
y [j] evel e brezhoneg ; ne glever netra mar emañ heuliet gant "i" pe "ü"
m [m] evel e brezhoneg
n [n] evel en brezhoneg
ng [ŋ] evel e brezhoneg « onkl »

Mar krog ur silabenn gant ur vogalenn war-eeun, ha ma tegouezh e-kreiz ur ger, e vez lakaet ur skrab en he raok. Da skouer « Xi'an » (div silabenn) n'eo ket « Xian » (ur silabenn).

Distagadur al lizherennoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pinyin LFE Displegadur
a [ɑ] e fin ur silabenn, evel ar saozneg « father »
ai [aɪ] un tammig evel ar saozneg « eye »
an [an], [ɛn] un tammig evel ar galleg « Anne ». E-barzh ian, üan, juan, quan, xuan, ha yuan : un tammig evel ar brezhoneg KLT « penn ».
ar, anr, air [aɹ] evel ar saozneg USA « are »
angr   idem, frïet
ao [aʊ] evel ar saosneg « cow » well-wazh
aor   evel ar saosneg « tower » well-wazh
e [ɤ] un tammig evel ar galleg « je »
ê [ɛ] evel ar galleg « Rennes »
ei [ei] evel ar brezhoneg « breizh »
en [ən] evel ar brezhoneg KLT « takenn »
eir, enr [ɝ] evel ar saozneg « her » mui pe vui
eng   idem, gant ng goude
er   mar n'eo ket e-barzh ar sufiks -r (da skouer 而, 二), evel ar; a-hend-all (da skouer 歌儿, 车儿), evel e gant un -r goude. Gwelit ivez ier, uer, üer
engr   idem, friet
i [i] evel ar brezhoneg « fri », nemet goude "c", "ch", "r", "s", "sh", "z" or "zh"; neuze ne vez klevet vogalenn ebed, hogosik
ie [iɛ] evel ar galleg « hier » mui pe vui
ier   idem, gant -r goude
iu [iou̯] evel ar brezhoneg « yaou »
o [u̯] e-barzh bo, po, mo, fo, wo, e vez klevet an diftong ou heuliet gant o. Gwelit ivez ou
ong [ʊŋ] an o amañ a zo un "o" brezhoneg serret
ongr   idem, gant -r goude
ou   evel ar saozneg « so »
our   idem, gant -r goude
u [u], [y] evel ar galleg « ou », nemet goude y, x, j ha q; neuze e vez klevet un u galleg
ue, uer   gwelit "üe"
uo [uo] evel ar galleg « tout haut »
ü [y] un u galleg ; ne gaver an ü-se nemet goude n ha l ; a-hend-all ne vez ket merket an umlaut
üe [yɛ] evel ar galleg « tu es »
üer   idem, gant -r goude

Distagadur tonennoù ar vogalennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar mandarineg zo ur yezh gant tonioù, gant peder zonenn, skrivet e pinyin gant ar sinoù diakritek-mañ :

  1. - Ton uhel
  2. / Ton o vont d'an nec'h (tired lemm e pinyin)
  3. v Ton o vont d'an traoñ un tammig, ha neuze d'an nec'h
  4. \ Ton berr o vont d'an traoñ (tired boud e pinyin)

Ar sin diakritek a vez lakaet war unan eus vogalennoù ar silabenn.

Taolenn an tonennoù implijet gant ar pinyin

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

(An niverennoù merket da heul a dalvez evit skrivañ ar vogalennoù pinyin e HTML).

N° tonenn\vogalenn a e i o u ü
1(-) ā 257 ē 275 ī 299 ō 333 ū 363 ǖ 470
2(/) á 225 é 233 í 237 ó 243 ú 250 ǘ 472
3(v) ǎ 462 ě 283 ǐ 464 ǒ 466 ǔ 468 ǚ 474
4(\) à 224 è 232 ì 236 ò 242 ù 249 ǜ 476

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.