[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Humphrey Bogart

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Humphrey Bogart.

Humphrey DeForest Bogart a oa un aktour hag ur c'hoarier echedoù stadunanat bet ganet d'ar 25 a viz Kerzu 1899 e New York (SUA) ha marvet d'ar 14 a viz Genver 1957 e Los Angeles (SUA).

« Bogey » (pe « Bogie ») a veze graet anezhañ gant e vignoned, ha deuet eo da vout unan eus mojennoù istor ar fiñvskeudennerezh. E 1951 e voe roet dezhañ loreenn ar gwellañ aktour abalamour da African Queen. En 1999, e oa bet lakaet da Greatest Male Star of All Time (Illurañ aktour a-viskoazh) gant American Film Institute. Ha Casablanca, ma c'hoari Humphrey Bogart ar benndudenn, a vez lakaet alies e-touez ar 5 film gwellañ a-viskoazh.

Sed amañ ar filmoù ma weler Humphrey Bogart :


Steredenn Humphrey Bogart e Hollywood

Bogey hag an echedoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er film Knock on Any Door (1949) e weler Humphrey Bogart o c'hoari an echedoù.

Div bartienn echedoù bet kollet gantañ er C'hongo belgiat

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

P'edo e Kongo Belgiat o kemer perzh e savidigezh ar film African Queen e c'hoarias Humphrey Bogart a-enep da George Koltanowski a oa bet Kampionad echedoù Belgia hag a-enep da Baul Limbos hag a zeuas da vout Kampionad echedoù Belgia un nebeud bloavezhioù goude.

1. Paul Limbos / Humphrey Bogart e Stanleyville, Kongo Belgiat , 1951 :

2. George Koltanowski / Humphrey Bogart e Kongo Belgiat, 1952 :