[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Henbruseg

Eus Wikipedia
Henbruseg
('Prūsiska Bilā, Prūsiskan')
Perzhioù
Komzet e : Prusia
Rannved : Europa
Komzet gant : aet da get

(komzet e vez un henbruseg adsavet gant un nebeud arbennigourion avat)

Familh-yezh : Yezhoù indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : neblec'h
Akademiezh :
Kodoù ar yezh
ISO 639-1
ISO 639-2
ISO 639-3 prg
Kod SIL
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.
Levr katekiz henbrusek
Tachenn ar yezhoù baltek. An hini ma veze komzet henbrusianeg zo livet e limestra.

An henbruseg, pe henbrusianeg (a vez graet boruseg anezhañ ivez), zo ur yezh indezeuropek baltek aet da get e dibenn ar XVIIvet kantved, da-heul aloubadeg Prusia gant ar varc’heion deutonek (kroaziadegoù balt) ha trevadenniñ ar vro gant an Alamaned d’he heul. Ur yezh eus strollad yezhoù baltek ar c'hornôg e oa. Komzet e veze etre ar stêrioù Vistula ha Nemunas.

Hiriv an deiz e vez klasket gant tud zo, e korn-bro Klaipėda pe en oblast Kaliningrad (ez-Prusia ar Reter), adsevel an henbruseg diwar roudoù anezhañ miret e skridoù zo ha dre geñveriañ gant yezhoù baltek ar reter. Neoazh, ur gentyezh eo ha neket an henbruseg orin.