[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Hardouin de Chartres

Eus Wikipedia

Hardouin de Chartres a oa un doktor hag ur c'helenner breizhat eus an XIvet kantved. Ren a rae ur skol, e Felger. Er skol-se e oa bet desket Étienne Iañ, oberour al Livre des Manières, unan eus an oberennoù lennegel o deus merket ganedigezh ar galleg, anezhañ un den tost da Herri II, roue Bro-Saoz ha dug Normandi.

E ditl a zoktor a laka an den da soñjal e c'hallfe bezañ bet diskibl da Fulbert, eskob brudet Chartres[1].

Ur straed "Hardouin de Chartres" a zo e Roazhon.

  1. M. Maupillé, Histoire de Fougères, dielloù departamant Il-ha-Gwilen, 1 V, 27