Haidar al-Abadi
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Irak |
Anv e yezh-vamm an den | حيدر جواد العبادي |
Anv-bihan | Haider |
Deiziad ganedigezh | 25 Ebr 1952 |
Lec'h ganedigezh | Baghdad |
Micher | politiker, electrical engineer, Ijinour |
Karg | Kentañ Ministr Irak |
Bet war ar studi e | University of Manchester, University of Technology, Iraq, Markaziyah High School, Victoria University of Manchester |
Affiliation string | Office of the Prime Minister of Iraq |
Strollad politikel | Islamic Dawa Party |
Relijion | Islam chiit |
Perzhiad e | World Economic Forum Annual Meeting 2015, World Economic Forum Annual Meeting 2016, World Economic Forum Annual Meeting 2017, World Economic Forum Annual Meeting 2018 |
Prizioù resevet | Time 100 |
Haider Jawad Kadhim Al-Abadi (pe al-'Ibadi; Arabeg: حيدر جواد كاظم العبادي) ganet d'ar 25 a viz Ebrel 1952 zo ur politkour irakian hag a zo kentañ maodiern Irak abaoe an 8 a viz Gwengolo 2014. A-raok e oa bet maodiern an darempred etre 2003 ha 2004, e-pad ar c'hentañ gouarnamant goude ren Saddam Hussein.
Muzulman Chiit, bet e oa bet choazet evel kentañ maodiern gant ar prezidant Fuad Masum d'an 11 a viz Eost 2014 evit kemer plas Nouri al-Maliki, aotreet e oa bet gant parlamant Irak d'an 8 a viz Gwengolo 2014.
Hent poltikel ar c'hentañ maodiern
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude dilez Nouri al-Maliki degemeret mat gant ar sunnited en Irak a rebeche dezhañ bezañ strizhkredennour. D'ar 15 a viz Eost 2014, a-raok ma gemerfe e roll en un doare ofisiel, pennoù bras ar meuriadoù sunnit emsavet e proviñs Anbar a zisklêrie e oant prest da genlabourat gant hervez amplegadoù gant Haïder al-Abadi.
Diouzhtu erruet er galloud e voe ret dezhañ stourm evit echuiñ gant ar prosezioù lies ouzh ar gazetennerien gant ar gouarnamant en e raok.
Al-Abadi a zo bet rediet lakaat e holl nerzh da stourm a-enep ar Stad Islamek abaoe ma z'eo kentañ ministr. Flemmus eo bet da geñver politikerezh Barack Obama hag ar vank a harp efedus gant Stadoù-Unanet Amerika evit talañ ouzh ar Stad Islamek. Goustadik eo bet lakaet Irak da dostaat ouzh Rusia hag Iran evit dont a-benn da zistrujañ ar c'halifat en Irak.
E miz Ebrel 2016, al-Abadi a oa deuet war-wel evel ur c'hentañ ministr gwan ha na zeue ket a-benn da lakaat da dalvezout neveziadurioù war an dachenn sokial. Ne teu ket a-benn da stourm a-enep ar breinadurezhh.
Yaouankiz ha desevel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tad Al-Abadi a oa ezel eus skourr neuro surjianerezh ospital Baghdad. Bez e oa ivez inspektour meur evit ministrerezh meur Irakian ar yec'hed, rediet e voe da zilezel e bost e 1979 dre ma oa savet a-enep doareoù d'ober gant ar strollad Baath ha beziet e voe en estren-vro pa voe marvet. Al-Abadi, hag a gomz saozneg flour, a oa bet diplomet eus skol-veur Al-Idadiyah Al-Markaziyah e 1970 (Arabic: الإعدادية المركزية) e Baghdad. E 1975, e echue gant studioù ijinerezh war an tredan e skol-veur an teknologiezh e Baghdad. E 1980, e oa diplomet war an ijinerezh tredanel e skol-veur Manchester.