[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

HK G36

Eus Wikipedia
Heckler & Koch HK G36
Skeudenn ar pennad Heckler & Koch HK G36

Ur fuzuilh-arsailh Heckler & Koch HK G36
Kinnig
Bro Alamagn Alamagn
Doare Fuzuilh-arsailh aotomatek / damaotomatek
Mont en-dro Tenneta dre amprest-gazoù, dre biston
Munisionoù 5,56 × 45 mm NATO
Produer Heckler & Koch
Mare produiñ Abaoe 1990
Mare implij Abaoe 1995
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 3,63 kg
Hirder 999 mm (lamm dibleget)
758 mm (lamm pleget)
Hirder ar c'hanol 480 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 600 m
Lusk-tennañ 750 tenn/mn
Tizh mont e-maez ar boledoù 920 m/s
Endalc'h Karger-fiñv eeun 30 kartouchenn
Karger-fiñv ront 100 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

An HK G36 (G evit Gewehr, fuzuilh) zo ur fuzuilh-arsailh ijinet e deroù ar bloavezhioù 1990 gant an embregerezh alaman Heckler & Koch, evit ezhommoù ar Bundeswehr.

Ganet e voe ar G36 goude ma vije nullet raktresoù G11 ha G41 Heckler & Koch. E deroù ar bloavezhioù 1990 e chome neuze ar Bundeswehr gant fuzuilhoù-arsailh G3 savet 30 vloaz a-raok[1], ha pourveziet gant kartouchennoù 7,62 mm NATO diamzeriet.

Kambret eo ar G36 evit kartouchennoù 5,56 × 45 mm NATO. Savet eo tro-dro d'ur sistem kulasenn-dro dre amprest-gazoù, ha n'eo ket dre an distro-gazoù daleet gant rollerioù boaz e ti Heckler & Koch. He lunedenn Hensold, dezhi ur c'hreskadur × 1,5[2], hag he buker poent ruz, zo enbarzhet en he dornell, a-us d'ar c'hanol[3]. Treuzwelus eo he c'harger 30 kartouchenn, ha plegus eo he lamm[1].

Ur vannerez-greunadennoù HK AG36 40 mm a c'hell bezañ montet dindan he c'hanol. Ur vaionetez doare AK-47 a c'helle bezañ savet warni ivez. Graet e oa bet ar choaz-mañ abalamour da implijout stokoù dreist arme an RDA a chome goude 1990. Ur stumm berroc'h anvet G36K (evit Karabiner, karabinenn) a zo bet anezhañ evit an Nerzhioù ispisial dreist-holl[1].

Soudarded alaman gant fuzuilhoù-arsailh HK G36 da vare ur bleustradeg e Bosnia-ha-Herzegovina (2002)

Implijet eo bet evel arm standart gant ar Bundeswehr adalek 1995, ha war-dro 167.000 skouerenn eus ar G36 a voe produet eviti en holl. Da vare ar brezel en Afghanistan e voe kavet e oa kudennoù dreisttommañ gant an G36 pa veze tennet a-dennadegoù hir ganti[4]. Dre-se e veze kollet reoliñ al lunedenn alies ivez. Choazet e voe an Haenel MK 556 evit kemer he flas er Bundeswehr e 2020 da gentañ[4], met abalamour da gudennoù brevedoù ha lezenn e voe dibabet an HK 416A8 e 2022[5]. Hep ar c'hudennoù-mañ e chom ar G36 un arm resis, fiziapl ha simpl da gempenn.

Arme Spagn a voe pourveziet gant ar G36E adalek 1999 ivez. Implijet e voe an arm gant servijoù polisoù a bep seurt, evel er Rouantelezh-Unanet pe er Stadoù-Unanet[1].

  1. 1,0 1,1 1,2 ha1,3 (en) POPENKER Maxim, Heckler-Koch G36 assault rifle, Modern Firearms (lennet d'an 29/11/2024)
  2. (fr) G-36, Arme et passion (lennet d'an 29/11/2024)
  3. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 181
  4. 4,0 ha4,1 (en) LARSON Caleb, Haenel’s MK556: Check Out Germany’s New Assault Rifle (diell), The National Interest, 17/09/2020 (lennet d'an 29/11/2024)
  5. (en) SAW David, Germany Finally Settles Assault Rifle Requirement, European Security & Defense, 01/02/2023 (lennet d'an 29/11/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan