Kutaisi
Kutaisi (ქუთაისი e jorjieg, distaget [kʰutʰɑisi]) zo ur gêr vras e Jorjia, an eil kêr vrasañ goude Tbilisi a-fet ar boblañs. Emañ er gornaoueg da Dbilisi, war lez ar stêr Rioni, ha kêr-benn Imereti eo.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kêr-benn rouantelezh kozh Kolkida e oa Kutaisi. Kavet ez eus bet aspadennoù eus ar gêr-benn gozh, eus ar VIvet ha Vvet kantved kent J.K.
E 2011 e oa bet divizet gant gouarnamant Mikheil Saakashvili staliañ parlamant Jorjia e Kutaisi. E miz Mae 2012 e oa bet digoret savadur nevez ar parlamant e Kutaisi gant Saakashvili. Kement-se a oa bet graet evit digreizennañ ar vro hag evit tostaat ar galloud politikel da Abc'hazia, hervez ar prezidant, met abeg a oa bet kavet er cheñchamant gant e enebourien a wele aze un doare da zisteraat ar galloud-lezenniñ e-skoaz ar galloud-seveniñ.
Kêrioù gevellet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gevellet eo Kutaisi gant ar c'hêrioù-mañ :