[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Kronos

Eus Wikipedia
Kronos o spazhañ e dad, Ouranos, livet gant Giorgio Vasari ha Gherardi Christofano, XVIvet kantved, Palazzo Vecchio, Firenze.
Kronos o tebriñ e vugale, hervez Rubens.

Kronos (Κρόνος / Krónos e gregach) eo ar yaouankañ eus an d-Titaned e mojennoù Hellaz kozh.

E relijion ar Romaned e oa Saturnus, e latin, deuet da vout Sadorn e brezhoneg.

Mab e oa da Ouranos (an Oabl) ha da C'haia (an Douar). Roue e oa war an Ditaned, ha tad e oa da Zeus.

Alies e sav meskaj etre C'hronos (Χρόνος e gregach), unan eus an doueed koshañ, doue an amzer hervez an hengoun orfek.

Trec'h Gwener (Afrodite), gant Angelo Bronzino. Trec'h ar yaouankiz war an doue kozh Kronos, a-gleiz en daolenn.

P'edo Ouranos o virout ouzh Gaia da c'henel an Ditaned dre fouzhañ anezhi dizehan, ez eas Kronos da gemer ur falz hag e troc'has kalc'h e dad, a zistroas d'an Oabl. Nemet teurel a reas ur mallozh war e vab: pa vo deuet mab Kronos d'e vent e savo ivez a-enep d'e dad.

Neuze e c'hanas Gaia an Ditaned. Nemet nac'h a eure Kronos lezel bugale euzhus Gaia hag Ouranos da redek dre ar bed. Chadennañ a eure e vreudeur siet, ar Gikloped hag an Hekatonc'hired, ha teurel anezho e goueled an Tartaros, ar bed dindan an douar.

Ha setu Kronos mestr ar bed.

Gant Rea en doe bugale, met soñj en doa eus mallozh e dad Ouranos: debriñ a rae pep hini eus e vugale an eil war-lerc'h egile, dre ma vezent ganet. Hestia, Demeter ha Hera, e deir verc'h kentañ, ha Haides ha Poseidon war-lerc'h, a voe debret gant Kronos. Met pa erruas ar c'hwec'hvet, war ali Gaia he mamm, ez eas Rea da guzhat ar bugel, hag e lakaas ur maen en e lec'h, hag a voe lonket ken aes all gant an tad.

Hennezh e oa Zeus.

Kreskiñ a eure pell diouzh e dud, ha pa voe deuet d'e vent en em gavas gant unan eus tri mil merc'h Okeanos, Metis hec'h anv, doueez ar gwidreoù. Zeus en devoa c'hoant da vont da zieubiñ e vreudeur ha c'hoarezed, ha sikour a gavas gant Metis. Ha hi da aozañ un died hud hag a roas da Rea, dezhi d'ober da Gronos lonkañ an evaj-se. Pa evas Kronos e tislonkas kement tra en devoa lonket betek neuze. Zeus, Demeter, Hestia, Hera, Poseidon ha Haides a gavas repu e lein menez Olympos.

Neuze e krogas Brezel an Ditaned ouzh Doueed an Olympos.

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.