[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Keurzelwenn Rodos

Eus Wikipedia
Skeudenn eus Keurzelwenn Rodos, tennet eus ar Book of Knowledge, embannet gant ar Grolier Society e 1911. Faltazius ha diwirheñvel eo e vije bet an delwenn a-ramp a-us genoù ar porzh.

Keurzelwenn Rodos(Daveoù a vank) (diwar ur ger keur, a seblant adsavet diwar ar ger kembraek cawr, a dalv kement ha ramz), a oa un delwenn ramzel eus an doue gresian Helios savet e toull-porzh kêr Rodos gant ar c'hizellour Kares Lindos. Unan eus seizh Marzh ar Bed e oa. Savet e oa etre -292 ha -280 e koun trec'h Rodosiz war Demetrios I Poliorketes ( -304 ). 30 metrad uhelder a oa dezhi, ar pezh a rae anezhi an delwenn vrasañ en Henamzer[1]

Distrujet e voe gant ur c'hren-douar e 224 kent J.-K.

Mervel a reas Aleksandr Veur e 323 hep bezañ bet amzer da sevel an disterañ raktres evit e hêrezh. Brezel a darzhas etre e jeneraled, an Diadoked, ha pevar anezhe a lakaas o c'hrabanoù war ar pep brasañ eus e impalaeriezh en-dro d'ar Mor Kreizdouar. E-doug ar brezel e savas Rodos a-du gant Ptolemaios, ha pa'n em gavas hemañ e penn Henegipt, e kevredas Rodos ha Ptolemaios, ha gante e veze graet ar pep brasañ eus ar c'henwerzh e reter ar Mor Kreizdouar.

Antigonos I Monoftalmus a gave kerse gant stad an traoù. E 305 e kasas e vab Demetrios Poliorketes da aloubiñ Rodos gant un arme a 40 000 soudard. Koulskoude e oa difennet-mat ar geoded. Demetrios "Poliorketes" (ar "Sezizer kêrioù", e gregach), a rankas sevel tourioù seziz ramzel abalamour da gemer mogerioù ar geoded. Douget e oa an hini kentañ gant c'hwec'h lestr, met troc'holiañ a rejont e-doug ur barrad-amzer a-raok bezañ implijet. Klask a reas sevel unan brasoc'h c'hoazh war an douar. Anvet e oa Helepolis. Met c'hwitout a reas war e daol pa voe beuzet an dachenn gant an difennerien dirak ar mogerioù, ar pezh a viras ouzh an tour a fiñval.

E 304 e tegouezhas ur morlu sikour kaset gant Ptolemaios, ha mont a reas arme Demetrios kuit, en ur lezel ar pep brasañ eus he dafar war he lerc'h. Evit lidañ an trec'h e voe gwerzhet gant tud Rodos ar pezh a oa chomet war lerc'h ar sezizerien evit 300 Talenton[2] (war-dro 150 milion dollar US hiziv) ha divizout a rejont implijout ar moneiz da sevel un delwenn vras eus doue ar geoded, Helios. Fiziet e voe al labour e Kares, genidik eus Lindos, e Rodos, en doa bet tro da gemer perzh e savidigezh delwennoù ramzel c'hoazh. E gelenner, ar c'hizeller Lisippos, en doa savet un delwenn arem da Zeus, 22 metr dezhi[3] e Tarentum.

Hervez mammennoù kozh e oa savet framm an delwenn gant barrennoù houarn a oa staget pladennoù kouevr oute evit stummañ kroc'hen an delwenn. Leuniet e oa diabarzh an delwenn, savet war ur sichenn varmor wenn 15 metrad e-kichen genoù bae Mandraki, gant bloc'hoù maen a vuzul ma'z ae al labour war-raok. Hervez mammennoù all edo ar geurzelwenn war ur chaoser er bae. 30 metrad uhelder e oa. Ar pep brasañ eus an arem hag eus an houarn a yeas d'he ober a zeue eus an armoù a bep seurt lezet war e lerc'h gant arme Demetrios, hag implijet e oa an eil tour seziz da chafod en-dro d'al liveoù izelañ e-pad al labourioù.

Savet e oa al lodenn uhelañ a-drugarez d'ur savenn douar vras. E-pad al labourioù e vernias ar saverien moudennoù war gostezioù an delwenn. Ur wezh echu an oberenn e oant tennet ha lezet e oa ar geurzelwenn he-unan en he sav. Daouzek vloaz goude, e 280, e oa peurechuet an delwenn. En dastumadennoù barzhoniezh gresianek eo bet miret ar pezh a greder bezañ skrid orin gouestladenn ar geurzelwenn d'an doueed[4].

Deoc'h, o Heol, pobl Rodos Dorian a savas an delwenn arem-mañ a sav betek Olimpos, pa skubas ar brezel diwar an tonn ha pa oa kurunennet o c'heoded gant ar preizhoù kemeret digant an enebour. N'eo ket hepken war ar morioù met ivez war an douaroù o deus dalc'het flammenn garet ar frankiz hag an dizalc'hidigezh. Rak da ziskennidi Herakles eo an aotrouniezh war ar mor hag an douar.

Distruj ar geurzelwenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Keurzelwenn Rodos hervez un arzour eus ar XVIvet kantved

Chom a reas ar geurzelwenn e-pad 54 bloaz hepken ken na voe skoet Rodos gant ur c'hren-douar e 226. Faoutañ a reas daoulin an delwenn ha kouezhañ a reas en he foull war al leur. Ptolemaios III a ginnigas paeañ evit lakaat adsevel anezhi, met orakl Delfi a lakaas Rodosiz da soñjal o doa annoazhet Helios, ha nac'hañ a rejont. Chom a reas an dismantroù war al leur e-doug muioc'h evit 800 vloaz evel ma voent deskrivet gant Strabon (XIV.2.5), ha memes torret e oant ken fromus da welet ken e teue kalz tud da arvestiñ oute. Skrivañ a reas Plinius an Henañ e oa nebeut a dud a oa gouest da vrec'hata ar meud kouezhet war al leur hag e oa brasoc'h pep hini eus ar bizied evit ar pep muiañ eus an delwennoù.

E 654 e oa kemeret Rodos gant un arme arab renet gant Mouawiyac'h I ha hervez Teofanes ar c'hofesour,[5] e voe gwerzhet an dismantroù d'ur "marc'hadour yuzev eus Edesa". Lakaet en dije dispenn an delwenn ha kas an arem war chouk 900 kañval betek e gêr c'henidik. Koulskoude ez eus prouennnoù asur ne chome roud ebet eus ar geurzelwenn pell-pell a-raok aloubadegoù an Arabed. Diwar skrid Teofanes hepken eo deuet an holl skridoù a zanevell an distruj-se.

Stereotip an distruj gant an Arabed hag hini gwerzh un hevelep delwenn d'ur marc'hadour yuzev a zeu moarvat eus istor hunvre Naboukadnesar diwar-benn distruj un delwenn vras marzhus ha intentet e veze gant forzh peseurt manac'h eus ar VIIvet kantved evel ur brouenn eus an Apokalips da zont[6].

Doare ar geurzelwenn ha faltazi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abalamour ma oa skrivet div wezh "a-us d'an douar ha d'ar mor" er skrid savet da ouestlañ an delwenn e oa ijinet pell amzer goude he distruj e oa bet savet ar geurzelwenn a-ramp war genoù ar porzh. Kalz eus ar skeudennoù kozh a ziskouez an delwenn gant un troad a bep tu da c'henoù ar porzh ha gant listri o tremen dindani. Er varzhoneg "Ar geurzelwenn nevez", skrivet war sichenn Delwenn ar frankiz, er Stadoù-Unanet) e lenner : "...ar ramz arem brudet gant ar C'hresianed, dezhañ izili alouber a-ramp eus an eil douar d'egile...". Cassius, e pezh-c'hoari Shakespeare anvet Julius Caesar (I,ii,136–38), a lavar eus Caesar :

" Na petra, paotr, rampet eo a-us d'ar bed strizh

Evel ur geurzelwenn, ha ni, tudigoù dister,
a vale dindan e bikoloù divhar
Da gavout hon-unan bezioù dizenorus"[7]

Shakespeare a ra anv eus ar geurzelwenn ivez e Troilus and Cressida (V.5) hag e Herri IV, el lodenn gentañ (V.1).

Daoust d'ar skeudennoù faltazi ne c'hallje ket bezañ savet ar geurzelwenn a-ramp a-us da c'henoù ar porzh evel m'eo deskrivet e Classical Dictionary Lemprière evit abegoù tekenek. Ma vije bet savet ar geurzelwenn a-ramp a-us genoù ar porzh e vije bet stanket hemañ keit ha ma oad ouzh he sevel, ha lakaet e vije bet un harz d'ar c'hoñvers ivez. Ne vije ket bet gouest Rodosiz da zragañ ha da zigeriñ ar porzh en-dro goude al labourioù.

Kouezhañ a reas an delwenn en he foull e 224 kent J.-K. : ma vije bet rampet a-us genoù ar porzh e vije bet stanket an digor-se gant an dismantroù, hag ar C'hresianed kozh na vijent ket bet gouest da dennañ an delwenn eus ar porzh en he fezh. Tu a vije bet da welet an delwenn war an douar evit an 800 vloaz da-heul, evel m'hon eus gwelet uheloc'h. Zoken ma leze an arguzennoù-se a-gostez, an delwenn a oa arem, ha studiadennoù ijinerezh o deus prouet ne c'hallje ket bezañ bet savet gant he divesker rampet hep kouezhañ d'an douar abalamour d'he fouez. Kalz tud o deus kinniget lec'hioù all evit ar geurzelwenn e lec'h ma vije bet kalz aesoc'h he sevel evit tud an amzer-se.

Hiziv an deiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Unan eus an daveoù brudetañ d'ar geurzelwenn eo ar varzhoneg "The New Colossus" skrivet gant Emma Lazarus, e 1883 hag engravet war ur bladenn sibiliet ouzh sichenn Delwenn ar Frankiz e porzh New York.
Not like the brazen giant of Greek fame,
With conquering limbs astride from land to land;
Here at our sea-washed, sunset gates shall stand
A mighty woman with a torch, whose flame
Is the imprisoned lightning, and her name
Mother of Exiles. From her beacon-hand
Glows world-wide welcome; her mild eyes command
The air-bridged harbor that twin cities frame.
"Keep, ancient lands, your storied pomp!" cries she
With silent lips. "Give me your tired, your poor,
Your huddled masses yearning to breathe free,
The wretched refuse of your teeming shore.
Send these, the homeless, tempest-tost to me,
I lift my lamp beside the golden door!"
  • Diazezet eo ment, dalc'h, ha doare sevel Delwenn ar Frankiz war doare ar geurzelwenn hervez soñj an ijinourien.
  • E 1989 e oa lakaet gant ar mediaoù e c'hallje ar mein bras a oa bet kavet war ar sont, war aodoù Rodos, bezañ aspadennoù eus ar geurzelwenn ; koulskoude e oa diskouezet diwezhatoc'h e oa gaou.
  • Rendael zo bet evit gouzout hag eñ e ve mat adsevel ar geurzelwenn. Disklêriañ a ra ar re zo a-du e rofe kalz lañs d'an touristerezh e Rodos. Disklêriañ a ra ar re zo a-enep e vefe re goustus ur savadur (en tu all da 100 million euro). Kaoz a zo bet eus ar mennozh-se meur a wezh abaoe ar wezh kentañ ma oa kinniget e 1970 met, abalamour ma ne oa ket arc'hant a-walc'h, n'eo ket bet boulc'het ar raktres.

Sevenadur pobl

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Er c'hoari Playstation 2 (God of War II), ez eus anv eus Rodos hag eus ar geurzelwenn e deroù ar c'hoari, hag ez eus anv eus un damkan mitologel evit displegañ penaos e oa distrujet an delwenn.
  • E Civilization III, The Colossus zo unan eus ar marzhoù kentañ a c'haller sevel. (Gwir eo ivez e heuliad ar c'hoari : Civilization IV).
  1. Keurzelwenn Neron a oa 100 pe 120 troadad uhelder dezhi hervez ar mammennoù. A vent e oa Keurzelwenn Rodos gant Delwenn ar Frankiz (33 m), met soñjal a reer e oa bihanoc'h he sichenn .
  2. Plinius an Henañ Istor Naturel XXXIV.18.
  3. 40 ilinad uhelder, hervez Plinius an Henañ ( Istor naturel XXXIV.18).
  4. Anthologia Graeca 4, 171 H. Beckby (Munich 1957)
  5. Sellet ivez ouzh Kustentin VII Porfirogenitos, De administrando imperio XX-XXI.
  6. "The Arabs and the Colossus", Journal of the Royal Asiatic Society 3e rummad L.I. Conrad miz Gouere 1996 p. 165-187
  7. :Why man, he doth bestride the narrow world
    Like a Colossus, and we petty men
    Walk under his huge legs and peep about
    To find ourselves dishonorable graves

pajenn 75

  • Herbert Maryon, "The Colossus of Rhodes" The Journal of Hellenic Studies 76 (1956), pp. 68–86.
  • D. E. L. Haynes, "Philo of Byzantium and the Colossus of Rhodes" The Journal of Hellenic Studies 77. 2 (1957), pp. 311–312. Respont d'ar pennad kent.
  • M. H. Gabriel, BCH 16 (1932), pp 332–42.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]