Kastell Egeskov
Kastell Egeskov zo ur c'hastell e Danmark, e-kichen kêr Kværndrup, war enez Fyn.
Kentañ meneg eus ar c'hastell a voe e 1405[1]. Hogen ar c'hastell a anavezomp bremañ a voe savet e 1554 gant Frands Brockenhuus[2].
Abalamour d'ar brezelioù diabarzh a voe e Danmark, kalz noblañsed a rae o annez e kestell-kreñv. Savet e voe ar c'hastell-mañ war bilotoù koad siket en ul lenn vihan ha ne dap ket ouzhpenn 5 metr donder. Gwechall ne c'halled diraez ar c'hastell nemet dre ur pont. Hervez ar vojenn e voe diskaret ur goadeg derv a-bezh evit sevel diazezoù ar c'hastell, alese an anv "Egeskov" (koad derv).
Daou savadur bras a ya d'ober ar c'hastell, liammet gant ur voger doubl ha tev hag a zo enni skalieroù kuzh.
Perc'hennet e voe ar c'hastell gant an tiegezh Brockenhuus betek 1784, pa dremenas etre daouarn an tiegezh Bille-Brahe. E 1882 e tremenas d'ur skourr eus an tiegezh-se, konted Ahlefeldt-Laurvig-Bille, a zo perc'henned bremañ.
E kastell Egeskov ez eus meur a virdi gouestlet d'ar c'harbedoù : un dastumadeg kirri, un dastumadeg marc'hoù-tan, un dastumadeg karbedoù-nij, unan karbedoù sikour (klañvgirri ha re all) hag ur mirdi diwar-benn istor al labour-douar.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn ofisiel (da) (de) (en)