Karloman II (Bro-C'hall)
Neuz
Karloman II (867 - 884) a oa roue ar Franked, eus 879 da 884.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 879, Karloman a zeuas da vezañ roue war un dro gant e vreur Loeiz III. Ren a rejont ar rouantelezh etreze e 880. Resev a ra Akwitania ha Burgondia. Goude marv e vreur e 882 e teu da vezañ roue nemetañ ar rouantelezh.
D'an 12 a viz Kerzu 884 e varvas Karloman goude bezañ gloazet dre zievezh gant unan eus e wizien e-pad ur chase e koad Bézu, koad Lyons etre Rouen ha Gournay-en-Bray hiziv. Aet d'an anaon da 17 vloaz, Karloman n'en doa hêr ebet. Beziet e voe e Sant Denez.
Charlez III, mab diwezhañ Loeiz II, a oa re yaouank evit ren hag uhelidi ar rouantelezh a c'houlennas gant an impalaer Charlez Tev bezañ rejant ar rouantelezh.
-
Delwenn bez Karloman II e penniliz Sant Denez, Bro-C'hall
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Jean-Charles Volkmann, Bien Connaître les généalogies des rois de France, Gisserot, 1996 (ISBN 978-2-87747-208-1)
- (fr) Michel Mourre, Le petit Mourre. Dictionnaire de l'Histoire, Larousse, 1998 (ISBN 978-2-03-519265-3)
En e raok: Loeiz II |
Rouaned ar Franked 879 – 884 |
War e lerc'h: Karl III an Tev |