[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Alexander

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

"Lakaat en-dro un anv skarzhet diabeg" (sic)

[kemmañ ar vammenn]

Kontañ n'eus forzh petra a seblant bezañ un dra aes: [1]

  • Skarzhet em boa-me un anv rusianek a oa lakaet en e stumm saoznek "Alexander Pushkin" (gant ul liamm ruz, fall eta) ha padal e oa ur pennad diwar e benn er WP brezhonek dija (gant ar stumm rusianek hag e dreuzskrivadur brezhonek "Aleksandr Pouchkin") ha neket ar stumm saoznek "Alexander" (danvez ar bajenn-mañ), gwelet: [2].
  • Mont da adlakaat anezhañ amañ gant ar stumm treuzskrivet e brezhoneg en dro-mañ, ha gant al liamm mat eta, ha mont goude da skrivañ (evit ur wech) er voest "diverrañ": "lakaat en-dro un anv skarzhet diabeg" a zo direizh evel-just.
  • N'eus forzh penaos n'emañ ket e blas amañ pa rankfe bezañ er pennad Aleksandr (ha neket er bajenn Alexander), gant an aridennad Rusianed all a zo eno [3] (hag ennañ e oa forzh penaos, skrivet mat).

--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 17 Eos 2012 da 15:57 (UTC)[respont]

diabeg: hep abeg.
Ma oa un abeg, ne oa ket roet. Graet eo bremañ. Skrivañ traou evel Kontañ n'eus forzh petra a seblant bezañ un dra aes db evezhiadennoù reizh ar genlabourerien zo mont re bell ganti ... evel kustum. Boazioù fall. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Eos 2012 da 16:46 (UTC)[respont]