Kanton Pleaol (1790)
Neuz
Krouet e voe Kanton Pleaol e 1790[1]. Ur rann velestradurel ha lezvarnel eus Bann ar Roc'h-Bernez e departamant ar Mor-Bihan e oa. Peder c'humun a oa ennañ :
- Ar Gwernoù,
- Marzhan,
- Noal-Muzilheg,
- Pleaol (pennlec'h).
Dilamet e voe gant ar Goñvañsion e miz Even 1793 hag adsavet gant ar C'huzul-Ren hervez ar Vonreizh bet votet d'ar 26 a viz Here 1795. Diskaret e voe gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801)[2], dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 251
- ↑ Cassini - EHESS - Pleol - Fichenn ar gumun