[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Kalon (arouez)

Eus Wikipedia
Arouez ar galon

Ar galon zo un arouez implijet evit skeudenniñ organ ar galon sellet evel kreizenn ar fromoù, ar spered, ar skiant hag ar moral, abaoe an Henamzer.

Dre astenn-ster e arouez ar fromadennoù o-unan, ar garantez dreist-holl, ha ruz eo ar galon en degouezh-se. Ar galon ruz a c'hall bezañ treuzet gant un bir evit diskouez eo bet tennet gant an doue Eros, pe rannet evit skeudenniñ ar galonad.

Gallout a ra ar galon aroueziañ ivez ar vignoniezh, an nerzh-kalon, an deneridigezh. En amzer hiziv e c'hall aroueziañ ivez ar vuhez pe ar yec'hed.

Eosten Hippo o terc'hel ur galon en e zorn sklêrijennet gant ur bann hag a zeu eus ar wirionez doueel (Veritas), livet gant Philippe de Champaigne c. 1650.
Kalon chouan

Ar stumm-se evit aroueziñ ar galon a zeu war-wel e dibenn ar Grennamzer en Europa, e touez al livourien dreist-holl.

Kavet e veze a-raok, abaoe an Henamzer zoken, met skeudenniñ a rae delioù plantennoù zo. En ardamezouriezh e oa stumm ar galon, pe ur stumm kar anvet 'pompelblêd" e frizeg, arouez al loa-zour.

Abaoe an XIXvet kantved eo deuet da vezañ arouez ar garantez an aliesañ.

Meur a galon zo en Unicode :

  • U+2661 ♡ kalon gleuz
  • U+2665 ♥ kalon leun, hag a c'haller kaout dindan Windows dre <Alt+3>
  • U+2764 ❤ kalon vras leun
  • U+2765 ❥ kalon vras leun gourvezet
Kartoù keur, en ur c'hoari c'hartoù
Kartoù keur, en ur c'hoari c'hartoù

Er c'hoarioù kartoù e meur a vro (Bro-C'hall, Breizh-Veur...) ez eo skeudenn ar galon arouez unan eus ar pevar rummad, anvet "keur", e-kichen ar c'hartoù pikez, treuflez ha karo.

Ardamezioù Vande

Familhoù Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Caillaud de la Tour
En glazur e dreustell en argant karget gant ur c'halon en gul, hag heuliet ouzh kab gant ur manal en aour hag ouzh beg gant div steredenn ivez en aour
Du Chesne
Aotrounez al lec'h-se e Gwern-Porc'hoed
En argant e deir c'halon en gul kurunet en aour, 2, 1.
De Garic
Aotrounez Troguern (Traon ar Wern), e Trebeurden
En argant e galon en gul kurunet en aour.

Kêrioù Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gwikomm
En glazur e oan-Fask en argant e groaz en gul ; e gab en aour karget gant ur galon en gul treuzet gant ur saezh ivez en gul.
Kalveg
Korzed
Corsept e galleg ; ardamezioù kanus[1].
En glazur e seizh kalon en aour, 3, 2, 1, 1.
  1. Cor "kalon" + sept ""seizh".