[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Kathmandu

Eus Wikipedia

Kathmandu
Kathmandu
Kathmandu
Lec'hiadur Kathmandu e Nepal
Anv Kathmandu

Katmandou

Bro Nepal
Lec'hiadur Distrikt Kathmandu
Krouidigezh Xvet kantved
Relijion Hindouegezh

Boudaegezh

Krouerien Roue Gunakamadeva

Kathmandu pe Katmandou eo kêr-benn politikel ha relijiel Nepal.

Ar gêr-benn en deus un istor hir ledet war 2000 bloaz prouet dre enskrivadurioù bet dizoloet en draonienn.

Al lidoù relijiel ha sevenadurel a vez diaz buhez annezidi Kathmandu. Darn an annezidi a zo kredourien en Hindouegezh hag er boudaegezh.

A-raok krouidigezh Kathmandu

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Traonienn Kathmandu a vije bet anneziet aboae 900 a-raok Jezuz Krist met ar bitrakoù kosañ bet dizoloet betek-en a zo oadet eus 100 a-raok Jezuz Krist nemetken.

An enskrivadur kosañ bet dizoloet a zo bet enskrivet e 185 goude Jezuz Krist. Ar savadur kosañ a zo bet savet en draonienn a zo bet oadet tro 1000 bloaz 'zo.

Hervez istor Nepal e vije deuet Bouddha gant diskibien en draonienn (rann-vro Patan) er VIvet kantved a-raok Jezuz Krist, n'eus prouenn ebet eus ar fed-se.

Hervez an Istor e bro Nepal e vije bet krouet kêr Kathmandu en Xvet kantved gant ar roue Gunakamadeva.

Kêr Kathmandu a zo anvet evel-se dre anv ur savadur e Durbar Square, an templ Kaasthamandap (Sanskritek: Kaasth (काष्ठ) ha Mandap (मंडप/मण्डप); Brezhoneg: Koad ha ti-repu). An templ lesanvet ivez Maru Satal a oa bet savet er bloavezh 1596 dindan selloù hag urzhioù ar roue Laxmi Narsingh Malla.

An templ a zo bet savet gant koad hepken, n'eus ket bet ouzhpennet tach houarn ebet. Hervez ar vojenn e vije bet savet gant koad ur wezenn hepken.

Stumm ar gêr hiziv-an-deiz a zo an hini abaoe ar XVIvet kantved.

Kren-douar 2015

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 25 a viz Ebrel 2015 ez eo bet drastet Kathmandu gant ur c'hren-douar 7.8 a greñvder. Riset ez eo bet ar gêr-benn hag ouzhpenn-se ez eus bet diruilhadoù erc'h ramzel war ar menez Everest. Milieroù a dud a zo bet lazhet, pikol distrujoù a zo bet en draonienn[1],[2].

Ar gêr-benn Kathmandu a vez kavet da 1350 metrad uhelder, lec'hiet ez eo tal kichen d'ur groaz-dour savet gant ar sterioù Bagmati ha Bishnumati.

Enkelc'hiet ez eo Kathmandu gant menezioù 3000 metrad uhelder d'an uhelañ skoazenn d'an Himalaya.

Setu perak e vez kaoz eus traonienn Kathmandu (e-keñver melestradurezh zonenn ar Bagmati, « Bagmati anchal ») lec'h ma vezo kavet ivez kêrioù Patan ha Bhaktapur. E traonienn Kathmandu e vez tro 1.5 milion a annezidi.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Degemeret eo bet Kathmandu hag an draonienn war listenn an Unesco er bloavezh 1979[3].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kren-douar Kathmandu

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]