[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Kouldri

Eus Wikipedia
Ur c'houldri e La Cassanha, e Perigòrd.

Ur c'houldri zo ur savadur, e stumm un tour peurliesañ, a dalveze, er Grennamzer, da reiñ goudor d'an dubeed doñv. E-kichen kestell pe manerioù e veze kavet ar c'houldrioù, e Breizh, rak ne oa nemet an noblañs a c'halle desevel dubeed.

Ar c'houldrioù kentañ e Breizh a voe savet en XIIIvet ha XIVvet kantved. Evit gallout bezañ perc'henn war ur c'houldri e ranke un noblañs bezañ perc'henn ivez war 300 devezh-arat en trowardroioù.

Ur roll a-bouez o doa ar c'houldrioù gant ar c'hig pourvezet koulz ha gant ar c'haoc'h-evned a yae d'ober temz. Daoust da se ne oa ket un dra vat d'ar beizanted ha roudoù a zo chomet eus ar c'hudennoù degaset dezhe gant an dubeed e kaier klemmoù Gwenezan e 1789 ma c'houlennont o defe an dizober eus al loened doñv-se abalamour d'ar reuz a lakaont war o farkeier[1].

  1. Lec'hienn ti-kêr Bear