[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Filippo I Parma

Eus Wikipedia
Filippo I Parma, infant Spagn, dug Parma

Fulup Bourbon, pe Fulup I Parma, pe Felipe (e spagnoleg), pe Filippo di Parma (en italianeg), ganet e Madrid (Spagn) e 1720 ha marvet en Alessandria (Italia) e 1765, a oa ur priñs spagnol, Infant Spagn, hag a voe lakaet da zug Parma. Gantañ e voe krouet skourr Bourboned Parma.

Mab e oa da Felipe V, roue Spagn, ha d'e eil pried, ar briñsez italian Elisabetta Farnese.

E miz Eost 1739 e voe dimezet, dre hanterouriezh, d'ar briñsez c'hall Elesbed Bro-C'hall (1727-1759), 12 vloaz anezhi, ha seizh vloaz yaouankoc'h egetañ, ur verc'h d'ar roue gall Loeiz XV ha d'e bried polonat Maria Leszczyńska.

E vreur Carlos, pe Carlo en italianeg, en doa renet en e raok e Parma eus 1731 da 1735.

Tri bugel en doe: