Ffynnongroyw
Neuz
Ffynnongroyw zo ur gêriadenn e hanternoz Sir y Fflint, en arvor biz Kembre. Emañ er c'hreisteiz da gêriadenn Talacre war ribl Glannau Dyfrdwy, war-dro hanter-hent etre Prestatyn er gornaoueg ha Mostyn er reter. E kumuniezh Llanasa emañ.
Anvet eo ar gêriadenn diwar ur feunteun (ffynnon e kembraeg), a zo un nebeud mein hag ur gael en-dro dezhi.
A-dreñv ar gêriadenn emañ torgennoù kentañ Bryniau Clwyd, hag a vevenn Dyffryn Clwyd er reter.
Tremen a ra Hent-houarn Arvor Hanternoz Kembre etre ar gêriadenn hag an aod, met n'eus arsav ebet eno.
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Caryl Parry Jones, kanerez kembraek ganet e 1958.
|