[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Fernando Iañ León

Eus Wikipedia
Fernando Iañ León

Fernando Iañ León, lesanvet el Magno pe el Grande (war-dro 1016 – León, 27 a viz Kerzu 1065), a voe kont Kastilha adal 1029 ha roue León adal 1037 betek e varv.

Mab e oa da Sancho Garcés III Pamplona, lesanvet el Mayor, roue Pamplona, ha d'e bried Muniadona, pe Munia Mayor, c'hoar da García Sánchez Kastilha.

En 1029 e voe lazhet Kont Kastilha, García Sanchez, a oa breur d'e vamm. Kont Kastilha e voe adal 1029, hogen ne c'houarnas nemet adal marv e dad e 1035.[1]

Roue León e teuas da vezañ goude dimeziñ da Sancha León (1013-1067), c'hoar d'ar roue Bermudo III.
Hi a gemeras an armoù enep he breur. Brezel a voe. En emgann Tamarón (30 a viz Eost pe 1añ a viz Gwengolo 1037) e-kichen Burgos, e voe trec'h Fernando Iañ war arme León, ha lazhet e voe e vreur-kaer, ar roue Bermudo III León, hag eñ divugel.

Seziz a lakaas neuze war gêr León. Goude kemeret kêr gantañ e wiskas Fernando kurunenn rouaned León, d'an 22 a viz Mezheven, dre wirioù e bried Sancha León, c'hoar d'ar roue lazhet.

Bec'h en doe neuze gant uhelidi Galiza ha León na felle ket dezho plegañ d'ur roue estren. Goude-se en em savas e vreur García IV, roue Navarra, diwar-benn douaroù kemeret digant Leon ha Kastilha gant o zad, en Araba hag a-hed harzoù reter Kastilha.

E miz Eost 1054 e faezhas arme Navarra en Atapuerca e-tal Burgos, hag e lazhas e vreur en emgann. Gant se e c'hallas kemer ar Rioja. Trec'h e voe ivez war ar Vuzulmaned, kemer a reas Coimbra en 1064.

Dimeziñ ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet e oa da Sancha León, merc'h da Alfonso V, roue León, ha bugale o doe:

  1. (es) Gonzalo Martinez Diez, Sancho III el Mayor, Marcial Pons Ediciones de Historia, 2007, ISBN 978-84-96467-47-7.