[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Fenakistoskop

Eus Wikipedia
Kantenn ur fenakistoskop savet gant Eadweard Muybridge (1893)
Ar gantenn o treiñ
Ar pezh a weler er melezour

Ar fenakistoskop, anvet ivez fenakistiskop pe fenakitiskop, zo un ardivink a ro kammzerc'h ar fiñv dre lakaat skeudennoù difiñv da zibunañ buan. Evel an holl c'hoarielloù optikel ez eo diazezet war dreistpad al luc'hsae.
Diwar ar gerioù gresianek φενακίζειν fenakizein "touellañ" ha σκοπεῖν skopein "arselliñ" e teu anv an ardivink.

Petra bennak ma oa bet rakgouezet pennaenn ar fenakistoskop gant ar matematikour gresian Euklides hag anavezet dre daolioù-arnod ar fizikour Isaac Newton (1643-1727), e 1829 hepken e voe staliet e arc'hwelerezh gant ar fizikour belgiat Joseph Plateau (1801-1883). Raktreset e voe gantañ e 1839, ha fardet e 1841.

En hevelep bloavezh e voe ijinet ur c'hoariell damheñvel gant ar jedoniour Aostrian Simon von Stampfer (1790 pe 1792-1864), a ijinas ar stroboskopiezh, dindan an anv Stroboskopische[1].

Arc'hwelerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-du kreiz ur gantenn garton e treser un heuliad fiñvadennoù ; e-kichen bevenn ar gantenn e touller un dek pe daouzek faoutenn bennak, dasparzhet ingal tro-dro d'ar c'hreiz. Er c'heiz e stager un troad a dalvez evit delc'her ar gantenn p'en he lakaer da dreiñ.
Evit gwelet ar skeudennoù o fiñval en em lakaer dirak ur melezour hag e seller dre ar faoutoù, a-vestu d'an tresadennoù. E-pad ur frapadig e weler pep skeudenn er melezour, ha dre ma ne weler nemet ar skeudennoù stabilaet gant dreistpad al luc'hsae e teu ar fiñv war-wel pa vez trawalc'h a dizh gant ar gantenn.

Bez' ez eus bet fenakistoskopoù graet gant div gantenn, an eil gant an tresadennoù hepken hag eben gant ar faoutoù hepken[2]. Patok un tamm e oant, met ne oa ezhomm a velezour ebet.

Un den hepken a c'halle c'hoari gant ar fenakistoskop, pa c'halle meur a hini ober gant ur zoetrop pe ur praksinoskop.

  1. Encyclopædia Britannica, 8vet embannadur, 1857, Dinedin, levrenn XVI, p. 697. (en)
  2. AnimaImage.org (fr)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.