Fear and Desire
Titl | Fear and Desire |
---|---|
Tachenn | film brezel, film avantur, film dramael, film birvidik |
Bro orin | Stadoù-Unanet |
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | saozneg |
Deiziad embann | 1953 |
Sevener | Stanley Kubrick |
Senarioour | Stanley Kubrick, Howard Sackler |
Komedianeta | Frank Silvera, Paul Mazursky, Virginia Leith, David Allen, Dave Allen |
Rener ar skeudennaouiñ | Stanley Kubrick |
Frammer filmoù | Stanley Kubrick |
Sonaozer | Gerald Fried |
Produer | Stanley Kubrick |
Dasparzher | Joseph Burstyn, Netflix |
Lec'h filmañ | Kalifornia |
Original film format | 35 mm film |
Liv | gwenn-ha-du |
Review score | 5.8/10, 70% |
Diaz embann | video diwar c’houlenn |
Lec'hienn ofisiel | http://www.ivc-tokyo.co.jp/fearanddesire/ |
Statud ar gwirioù-oberour | domani foran |
Assessment | Test Bechdel |
Fear and Desire (Aon ha c'hoant e brezhoneg) zo ur film brezel saoznek, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour stadunanat Stanley Kubrick e 1953.
Kentañ film hir Kubrick eo Fear and Desire ha kentañ hini an aktour Paul Mazursky (a yeas da sevener brudet-mat adalek 1969). Savet da-heul an tri zeulfilm berr Day of the Fight, Flying Padre ha The Seafarers e voe anvet The Trap ha The Shape of Fear kent tapout e ditl da vat. Dilezel a reas Kubrick e vicher a luc'hskeudenner er gelaouenn Look evit kas e raktres da benn.
Arc'hantaouet berr Fear and Desire (pemzek den en holl[2]) e kavas da Gubrick e oa e film unan amatour ha netra ken all. Ma reas e soñj distrujañ an darn vrasañ eus an eiladoù anezhañ. Adsavet e voe an oberenn diwar un eilad orin, bet kavet dre zegouezh e 2010.
Gant ar film brezel-mañ e krogas Stanley Kubrick gant unan eus e zodennoù pennañ — ur strollad soudarded rediet d'ober dibaboù — a vo adkavet diwezhatoc'h e Paths of Glory (1957) ha Full Metal Jacket.
Fichenn deknikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Doare : Brezel, Drama,
- Skoazeller-sevener : Robert Dierks,
- Senario : Howard Sackler[3],
- Kevredad produiñ : Stanley Kubrick,
- Produourien : Stanley Kubrick ha Martin Perveler[4],
- Dasparzhet gant : Joseph Burstyn,
- Rener ar skeudenniñ : Stanley Kubrick,
- Ijinour ar son : Stanley Kubrick,
- Aozer ar sonerezh orin : Gerald Fried,
- Kinklour : Herbert Lebowitz,
- Farder : Chet Fabian,
- Frammer : Stanley Kubrick,
- Prantad filmañ : 1951,
- Lec'hioù filmañ : San Gabriel Mountains (Kalifornia),
- Deiziadoù dont er-maez :
- 1953 : 31 a viz Meurzh (New York), 1añ a viz Ebrel ( Stadoù-Unanet),
- 2008 : 20 a viz Du (Paura e desiderio Italia),
- 2012 : 14 a viz Du (doare adsavet Bro-C'hall),
- 2013 : 13 a viz Meurzh (film DVD Alamagn), 3 a viz Mae ( Japan), 20 a viz Du (da-geñver 26vet Panorama of European Cinema en Aten),
- 2014 : 29 a viz Genver (film DVD Finland), 7 a viz Eost ( Gres).
- Padelezh : 62'.
An danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad ur brezel diwar faltazi : ur gedred pevar soudard a chom sac'het en tu-hont da linennoù an enebourien goude bezañ kouezhet o c'harr-nij eno.
Roll ar gomedianed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Frank Silvera : ar serjant Mac,
- Paul Mazursky : ar soudard Sidney,
- Kenneth Harp : al letanant Corby/ar jeneral,
- Steve Coit : ar soudard Fletcher/ar c'habiten,
- Virginia Leith : ar plac'h,
- David Allen : mouezh an daneveller.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ N'emañ ket Virginia Leith war al luc'hskeudenn.
- ↑ Toba Metz, kentañ gwreg Kubrick en o zouez.
- ↑ Daremprediñ a reas Kubrick pa oant o-daou e William Howard Taft High School e New York.
- ↑ Eontr Stanley Kubrick.