[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

FAMAS

Eus Wikipedia
FAMAS
Skeudenn ar pennad FAMAS

Ur fuzuilh-arsailh FAMAS F1
Kinnig
Bro Frañs Frañs
Doare Fuzuilh-arsailh tennadeg tri zenn/damaotomatek/aotomatek
Mont en-dro Tennata dre argil, bullpup
Munision 5,56 × 45 mm NATO
Produerien Manufacture d'Armes de Saint-Étienne
GIAT Industries
Bloaz krouidigezh 1967
Mare implij 1979 – bremañ (en arme c'hall)
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 3,780 kg (F1)
3,747 kg (G2)
Hirder 757 mm
Hirder ar c'hanol 488 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 300 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 925 m/s - 960 m/s
Endalc'h Kargerioù-fiñv 25 kartouchenn (F1), 30 kartouchenn (G2)
Adstummoù FAMAS F1
FAMAS G1
FAMAS G2
FAMAS Félin
FAMAS commando
FAMAS civil
FAMAS export
FAMAS surbaissé
FAMAS valorisé
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

Ar FAMAS, pe FA-MAS, akronim evit Fusil d'Assaut - Manufacture d'Armes de Saint-Étienne, zo ur fuzuilh-arsailh gall kalibr 5,56 × 45 mm NATO doare bullpup implijet dreist-holl gant an arme c'hall abaoe dibenn ar bloavezhioù 1970.

Goulennet hag implijet eo bet adalek ar bloavezhioù 1960 gant an arme c'hall evit kemer plas ar fuzuilh FSA MAS 1949-56 (kalibr 7,5 mm) hag ar bistolenn-vindrailher MAT 49 (kalibr 9 mm Parabellum). Klask a rae an arme kaout ur fuzuilh c'halloudus, aes da implijout ha da gempenn, hep ma vije re vras.

E miz Gwengolo 2016 e oa bet dibabet ar fuzuilh-arsailh alaman HK416 evel arm-skoaz standart nevez an arme c'hall[1]. Tonket eo da gemer plas ar FAMAS penn-da-benn.

Er bloavezhioù 1960 ha 1970 e rae c'hoazh an arme c'hall gant armoù ganet a-raok pe just goude an Eil Brezel-bed hag implijet da vare brezelioù didrevadenniñ ar bloavezhioù 1950, evel ar fuzuilh MAS 49/56, ar bistolenn-vindrailher MAT 49 hag ar fuzuilh-vindrailher FM MAC 24/29. Tamm-ha-tamm e teuas war-wel e oa diamzeriet an armoù-se e-keñver fuzuilhoù modernoc'h o gwikefre evel an AK-47 soviedel.

E-kreiz ar bloavezhioù 1960 e c'houlennas ar gouarnamant gall lakaat bodañ ur skipailh ijinourien da sevel un arm nevez. Karget e voe ar Manufacture d'Armes de Saint-Étienne d'ober al labour adalek 1967. Ar pimpatrom kentañ a voe prest e 1971[2]. Kinniget e voe an arm nevez en ur mod publik e 1973. Adalek 1979 e krogas an arme c'hall da reseviñ anezho. Etretant e oa bet esaeet armoù all evel ar fuzuilhoù-arsailh suis SIG 540 e Liban e 1978.[3]

Stumm kentañ ar FAMAS, anvet F1, zo bet gwerzhet ouzhpenn 400.000 skouerenn anezhañ e Frañs hag en un nebeud broioù all (Djibouti, Gabon, Senegal hag Emirelezhioù Arab Unanet)[4]. GIAT Industries a broduas goude adstummoù G1 ha G2 a zouje ouzh norm standardizaat STANAG 4719 AFNA. Ar Marine Nationale a ra gant an adstumm G2[5].

Paouezet e voe da broduiñ ar FAMAS e 1992[6]. Kempennet e vez hiziv-an-deiz en uzin Nexter Mechanics e Tulle.

  1. (fr) SAMANA Pascal, Quand l'armée française opte pour le "made in Germany", BFM TV, 09/09/2016 (lennet d'ar 17/10/2024)
  2. (fr) LAGNEAU Laurent, Décès du général Paul Tellié, le « père » du FAMAS, Opex 360, 12/11/2014 (lennet d'ar 17/10/2024)
  3. (fr) GOYA Michel, Mai 1978, le mois de la foudroyance, 22/05/2021 (lennet d'ar 17/10/2024)
  4. (27 janvier 2008) Jane's infantry weapons, Jane's Information Group (in en). 943 p. ISBN 978-0-7106-2834-3. .
  5. (en) McCOLLUM Ian, FAMAS G2: The French Navy Updates its Bullpup, Forgotten Weapons, 27/05/2020 (lennet d'ar 17/10/2024)
  6. (fr) FAMAS, Musée d'art et d'industrie Saint-Étienne (lennet d'ar 17/10/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan