[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Epimetheus (loarenn)

Eus Wikipedia
Epimetheus
Dizoloet gant Richard Walker
Dizoloet d'ar 18 du, 1966
Doareennoù he c'helc'htro[1]
radius krenn 151,410 ± 10 km
Kelc'htro km
Ezkreizennegezh 0.0098
Periapsis
Apoapsis
Prantad reveulziañ 0.694333517 d
Tizh orbitel krenn
Stouadur 0.351 ± 0.004°
Loarenn eus Sadorn
Doareennoù fizikel
Treuzkiz krenn 113 km (135 × 108 × 105 km)[2]
Pladadur
Gorread ~42,000 km²
Volum ~760,000 km³
Mas 5.304 ± 0.013 ×1017 kg[1]
Douester 0.69 ± 0.11 g/cm³
Gravitadur gorre ~0.0078 m/s2
Tizh achap ~0.032 km/s
Devezh sinkron moarvat
Stouadur 0
Albedo 0.5
Sked dre wel -
temp. gorre ~78 K
Gwask atmosferel ebet

Epimetheus (henc'hresianeg Επιμηθεύς) a zo ul loarenn diabarzh eus Sadorn. Sadorn XI e vez anvet ivez. Hec'h an a denn eus Epimetheus.

An hevelep kelc'htro a zalc'h Epithemeus ha Janus. Betek n'eus ket pell 'zo e krede ar steredonourien na oa nemet ur gorfenn war ar c'helc'htro-mañ. Diaes-tre e oa evito jediñ perzhioù ar c'helc'htro-se.

D'ar 15 a viz Kerzu e tizoloas Audouin Dollfus ul loarenn a ginnigas envel Janus [1]. D'an 18 a viz Kerzu e tizoloas Richard Walker al loarenn a anver Epimetheus hiziv. D'ar mare-se e kreded na oa nemet ul loarenn el lec'h-se hag anvet e voe en un doare diofisiel "Janus".

Daouzek vloaz diwezhatoc'h, e 1978, e komprenas Stephen M. Larson ha John W. Fountain e c'helle ar selladennoù bezañ displeget gwelloc'h ma vartezeed e oa div gorfenn war an hevelep kelc'htro. Gwiriekaet e voe ar vartezeadenn-se e 1980 gant Voyager 1.

E 1980 e rojod an anv da c'hortoz S/1980 S 3. E 1983 hepken e voe anvet Epimetheus en un doare ofisiel.

Darempredoù gant Janus

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Epimetheus (tu-dehou) ha Janus (tu-kleiz)
Epimetheus ha Titan

An hevelep kelc'htro o deus Epimetheus ha Janus. 50 km nebeutoc'h eget hini Epimetheus hepken eo radius krenn Janus. Tra m'o deus ar c'heltroioù tostoc'h un tizh brasoc'h e tle an div loarenn tostaat an eil ouzh an eben. Evel ma vuzuilh Epimetheus 115 km ha Janus 178 km e rankje ur stokadenn c'hoarvezout tro-pe-dro. Tra ma tosta al loarenn ziabarzh ouzh an hini ziavaez, avat, e c'hounez he c'heltro nerzh ha kreskiñ a ra tra ma tigresk hini al loarenn ziavaez. En doare-se ec'h "eskemm" al loarennoù o c'helc'htroioù hag e krogont da bellaat adarre. Gwech ebet ne vezont tostoc'h an eil ouzh an eben eget 10.000 km. Bep pevar bloaz e c'hoarvez an eskemm. D'an 21 a viz Genver 2006 e c'hoarvezas unan hag e 2010 e c'hoarvezas an hini war-lerc'h. D'an amzer-se e kreskas kelc'htro Janus a 20 km tra ma tigreskas hini Epimetheus a 80 km.

Skouer arall ebet eus an doare emzalc'h ez eus e koskoriad an Heol.

Perzhioù fizikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bez ez eus meur a grater brasoc'h eget 30 km war c'horre Epimetheus. An dra se a ziskouez eo kozh Epimetheus. Posupl eo e oa bet krouet asambles gant Janus pa voe distrujet ul loarenn brasoc'h met abred e istor koskoriad an Heol eo c'hoarvezet. E douester izel hag e albedo uhel a zamveneg eo graet a skorn dreist holl Epimetheus. Diasur eo, avat, hag ezhomm ez eus eus studioù pishoc'h.

Bez ez eus ur walenn a boultr er rannved m'emañ kelc'htroioù Janus hag Epimetheus. Gant an sontenn Cassini e oa bet dizoloet ha 5.000 km e vuzul he radius. Furmet e oa bet gant poultrennoù kaset kuit eus gorre an div loarenn gant stokadennoù.

  1. 1,0 ha1,1 J.N. Spitale et al (2006). "The orbits of Saturn's small satellites derived from combined historic and Cassini imaging observations". The Astronomical Journal 132: 692
  2. C.C. Porco et al. (2006). "Physical characteristics and possible accretionary origins for Saturn's small satellites". Bulletin of the American Astronomical Society 37: 768
... | Pandora | Epimetheus | Janus | ...