[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Ekrem İmamoğlu

Eus Wikipedia
Ekrem İmamoğlu e 2022

Ekrem İmamoğlu, ganet d'ar 4 a viz Even 1970, zo ur politikour eus Turkia hag a zo bet maer Istanbul etre ar 17 a viz Ebrel 2019 hag ar 6 a viz Mae 2019. Dilennet e oa bet da vaer Istanbul e miz Meurzh 2019 en anv ar c'hengevread Millet İttifakı hag ar strollad Cumhuriyet Halk Partisi. Goude ma oa bet nullet an dilennadeg e voe addilennet d'an 23 a viz Even 2019. Etre 2014 ha 2019 e oa maer distrig kornôg Istanbul, Beylikdüzü. İmamoğlu a zo deuet war-wel e-pad dilennadegoù maer Istanbul 2019. Dizanv pe dost e oa, met deuet eo a-benn da gaout harp an holl re enebet ouzh ar prezidant Erdoğan. A-raok ar c'hentañ vot e oa soñjet en defe 23 000 vot ouzhpenn evitañ. Trec'h e oa bet gant 13 729 vot lañs war e enebour a-benn ar fin ha goude ma vefe bet adkontet meur a wech an holl votoù.