[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Emilianus

Eus Wikipedia
Delwenn d'ar sant e Gwened

Emilion, pe Emilianus (e anv latin) (aet da anaon e 767) a oa merour kont Gwened, manac'h ha penitiour e Breizh. Ur sant eo en Iliz katolik hag en Iliz reizhkredennour ha lidet e vez d'ar 16 a viz Du.

Ganet e oa e Gwened, kêr-benn Bro-Ereg en Breizh hag e teuas da vezañ merour ur c'hont eus Gwened. N'ouzer ket avat pe anv e oa hemañ. Hervez ar vojenn[1],[2] e roe bara da re baour Gwened e kuzh diouzh e vestr. Fellout a reas d'ar c'hont tapout anezhañ war an tomm. Sourpren a reas anezhañ gant e vantell leun a vara da reiñ d'ar re baour. Pa c'houlennas ar c'hont digantañ digeriñ e vantell en dije graet Emilianus ur burzhud o treiñ an torzhioù bara e tammoù keuneud.

Dont a reas da vezañ manac'h e Saujon (e Salignac), e kichen Saintes. Rediet e voe da dec'hout abalamour d'an niver a berc'hirined a zirede da-heul e vurzhudoù. Mont a reas d'ul lec'h digenvez da chom, e Combes, e-kichen ar pezh zo deuet da vezañ Saint-Émilion, ha mervel a reas e 767.

Savet e voe ur manati eno goude e varv hag ur penniliz monolitek, en XIvet-XIIvet kantved, kleuzet en un tornaod, a zeuas da vezañ iliz parrez, betek an Dispac'h.

Lec'hanvadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


  1. Guides de la basilique monolithe de Saint-Émilion
  2. Michel Priziac, Michel Mohrt, Bretagne des saints et des croyances, Kidour, 2002, p. 425.