[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Diablo (c'hoari)

Eus Wikipedia
Diablo
Diablo (c'hoari)
Embanner Windows, Mac
NA Blizzard Entertainment
EU Ubisoft
PlayStation
NA / EU Electronic Arts
JP Electronic Arts Victor
Diorroer Blizzard North
Aozer Blizzard North
Stumm 1.09
Rummad Hack 'n Slash
Doare ar c'hoari Ur c'hoarier pe muioc'h war Internet pe e LAN
Mekanikoù Windows, Mac OS, PlaySation
Media CD-ROM
Kefluniadur Windows
Windows 95 pe muioc'h, 60 MHz Pentium pe muioc'h, 8 MB RAM (16 MB evit al liesc'hoarier), kartenn grafek SVGA, 2X lenner CD-ROM
Mac OS
Power Macintosh, 8 MB RAM, Reizhad 7.5 pe muioc'h, 2X lenner CD-ROM
Kontroll Touchennaoueg, Logodenn, lanker PlayStation.


Diablo a zo ur c'hoari video, doare hack’n slash, embannet gant Blizzard Entertainment e 1997.


Endro ar c'hoari

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diablo a zo anv unan eus tri diaoul pennañ an ifern. Tremen a ra an istor e kêriadenn Tristram, kerbenn Khanduras, en ur bed anvet Sanctuary.

Ur c'hantved a zo hepken hag e oa Diablo hag e vreudeur (Mephisto ha Baal) o ren war ar bed a-bezh, diwar ar spouron hag an distruj. Evit o paouez e teuio a-benn ur meuriad strobineller (an Horadrim) hag un arc'hael (Tyrael) da vac'hañ an erevent-se e meinoù-ene.
Ar tri mein-se a zo bet kuzhet e kastelloù Horadrim.

An amzer a dremen, aet eo a-wel meuriad an Horadrim, ha dilezet o c'hastelloù, rivinet fonnus gant red an amzer. Diwar lec'hienn mein-ene Diablo en em sav un iliz (Tristram), ha tro-dro dezhi e em sav ur gêriadenn. Homañ a vo dibabet goude gant roue Khanduras (Leoric) evit sevel e gêrbenn.
Ur strobillener kozh eus an Horadrim (Deckard Cain)a zo o chom eno.
Diwar kemennadenn ar roue Leoric e vo graet enklaskoù war al lec'h gant ar strobineller Lazarus. Kavout a raio mein-ene Diablo, ha lovret e vo gant e c'halloud. Lazarus a implijo hud ar mein evit lakaat ar roue da dreiñ sot. Hemañ a grogo da ziskleriañ ar brezel d'an holl vroioù.
Profitañ a raio Lazarus eus ar brezelioù liesseurt evit skrapañ mab ar roue ; Albrecht. Bac'het e vo isdouarel. Ar roue, o tistreiñ eus brezelioù drastus, a glasko adtapout e vab gant ar pezh a chome eus e arme... Koll a raio e soudarded diwezhañ eno.


Hiziv an deiz ez eus erruet euzhviled liesseurt e diabarzh an douar. An "avanturiers" a ya paotoc'h-paotañ evit klask o lazhañ. Ar c'hoarier a zo unan eus ar re-se...

Ar c'hoari-se a zo eus rumm an hack ’n slash, doare PMT.
Er c'hoari e vez enkorfet un dudenn dezhañ an arc'hwel tremen e-bioù tourelloù leun a euzhviled (diaouled, aerouanted, ankoù..). An emgannoù a zo aotomatikel, da lavaret eo : a-walc'h klikañ war an enebour(ien) evit distignañ un tagadenn (choazet ganeoc'h en a-raok). Ar strategiezh a zo simpl a-walc'h ; ret eo kavout un doare dispakañ ar strolladoù euzhviled d'o lazhañ aesoc'h, gouzout pegoulz implij ar braouoù mana ha vuhez, gouzout aozañ e harnez... Alies e krog ar c'hoari da vezañ diaes da vat e mareoù fin al "live" ; ar Boss. Dezho doaroù tagañ spesius dezho.

Pa vez kroget, tu zo deomp dibab peseurt renk stourmer e vimp ; • Brezelour, kreñv war an emgann korf-ouzh-korf, gantañ klezeoù ha bouc'hili. • Laer, kreñv war an emgann a-bell, implijet e vez gantañ ar gwareg ha troioù-hud • Hudour, mestr war an troioù-hud ; diaes eo da c'hoari evit an den o dizoloeiñ ar c'hoari rak d'an nebeut a poentoù buhez hag a zo gantan.

An holl renkenadoù-se a ro tro da zizoleiñ doareoù disheñvel c'hoari, ha da reaktiñ diouzh un argol bennak. An dra-mañ sammet gant ar fed ma'z eo krouet endro ar c'hoari en un doare ankivil a ro ul live bevañ hir a-walc'h d'ar c'hoari.

An ekipamant a vefe, goude bezañ lazhet ar boss divezhañ, luskadur lod brasañ ar c'hoarierien da kendec'hel gant Diablo (bras-tre eo niver an ekipamantoù disheñvel, ha diaes mat kaout ar re talvoudusañ ha dibar). An dra-se en defe roet e vrud d'an heuliad, Diablo II.

Bez e vez ivez ul lodenn Role Play d'ar c'hoari : emgann goude emgann e vez gounezet poentoù skiant-prenet betek gounit liveoù ha kaout poentoù barregezh da zispign (kapasite, hud, dorn mat, ha buhezegezh).

Bez e c'hellomp ivez c'hoari gant c'hoarierien all ur rouedad personel pe war ur rouedad ofisiel war internet (Battle.net classic)

Bug anavezet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa oa aet maez a c'hoari (1998) e oa savet evit urzhiataeroù ar mare. Hiziv an deiz e c'hoarvez, gant urzhiataeroù 'zo, e zafe ar c'hoari "re-fonnus".

War PlayStation, enrolañ ar c'hoari a implijo holl plas o gartenn memor.