[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Dhimotiki

Eus Wikipedia

Dhimotiki (gresianeg: δημοτική «(yezh) ar bobl ») eo anv stumm ofisiel ar gresianeg unvan a-vremañ diazezet dreist-holl war doareoù-komz ar bobl kentoc'h evit ar gresianeg klasel.

Yezh Aten an hini eo a dalvezas da diazez pennañ ar stumm yezhel-mañ, bet resisaet da vat e 1941 gant ar yezhoniour Manolis Triantaphyllidis. E 1976 eo hennezh an hini a oa bet lakaet da stumm ofisiel ar yezh e Gres e lec'h ar c'hatharevousa hag abaoe 1982 e vez skrivet hervez ar reizhskrivadur untonel.


Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.