[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Deskrivelezh (yezhoniezh)

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen deskrivelezh (saoz: descriptivism) evit komz ar fed ma vez klasket deskrivañ ha dielfennañ mont-en-dro ur yezh dres evel ma vez implijet gant ur gumuniezh tud, da lâret eo e talvez kement ha plediñ gant implijoù gwirion ur yezh.

Keit ha ma plede ar yezhadurioù a-gozh gant sevel reolennoù o tennañ da implijoù "reizh" ur yezh dreist-holl, e talvez an deskrivelezh da vetodologiezh pennañ ar yezhoniezh a-vremañ, da lâret eo deskrivañ implijoù gwirion ur yezh hep soursial hag-eñ int "reizh" pe get.

Muioc'h-mui e labourer war dachenn ar yezhoniezh corpora, da lâret eo gant skridoù gwirion hir pe hiroc'h ha a c'hell bezañ dielfennet gwelloc'h-gwell dre urzhiataerezh evit kompren penaos ec'h a en-dro ur yezh e gwirionez.

Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]