Dejalma dos Santos
Neuz
Dejalma Pereira Dias dos Santos (pell anavezetoc'h evel Djalma Santos), bet ganet d'ar 27 a viz C'hwevrer 1929 e São Paulo (Brazil) hag aet da Anaon d'an 23 a viz Gouere 2013 en Uberaba (Minas Gerais, Brazil), a oa ur melldroader etrebroadel brazilian.
Triwec'h gwech ha pevar-ugent en devoa douget krez gwer hag aour A Seleção[1] etre 1952 ha 1968 ha merket tri fal.
Difenner dehou e bost dezhañ war an dachenn, kemeret en devoa perzh Djalma Santos e pevar dalc'h :
- Kib vell-droad ar bed 1954 bet aozet e Suis,
- Kib vell-droad ar bed 1958 bet aozet e Sveden ma oa aet ar maout gant skipailh broadel Brazil evit ar wech kentañ. Perzh e oa eus ar skipailh – Gilmar - Djalma Santos, Bellini, Nílton Santos, Zito - Orlando Peçanha, Garrincha - Didi, Vavá, Pelé, Mário Zagallo – a c'hounezas (5-2) ar gourfenn ouzh hini Sveden e Råsunda fotbollsstadion (Solna) d'an 29 a viz Mezheven 1958,
- Kib vell-droad ar bed 1962 bet aozet e Chile ma oa aet ar maout gant skipailh broadel Brazil evit an eil gwech. Perzh e oa eus ar skipailh – Gilmar - Djalma Santos, Mauro, Zózimo, Nílton Santos - Zito, Didi - Garrincha, Vavá, Amarildo, Zagallo – a c'hounezas (3-1) ar gourfenn ouzh hini Tchekoslovakia en Estadio Nacional de Chile (Santiago de Chile) d'ar 17 a viz Mezheven 1962,
- Kib vell-droad ar bed 1966 bet aozet e Bro-Saoz.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Brazil.