Dora Riparia
Neuz
Ur pennad Dora zo ivez.
An Dora Riparia (Dueira en okitaneg) zo anv ur stêr en hanternoz Italia, e Piemonte, adstêr d'ar Po war e lez kleiz, ha 125 km hed dezhi.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dora
Eus anv latin ar stêr, Duria minor, en enep da Duria major (an Dora Baltea)[1]. Un dourredenn eo dòira e piemonteg.
Dreist al latin e teu dora eus ur wrizienn indezeuropek *dura / duria, a zo paot en Europa (gwelit anv ar stêr Douro e Portugal), er broioù keltiek dreist-holl.
Tabut zo avat a-zivout orin keltiek ar ger[2].
- Riparia
Dont a ra eus anv ar froud Ripa, andon bennañ ar stêr Dora Riparia.
Adstêrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lez kleiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dora di Bardonecchia (diwar kember ar Rio di Valle Stretta hag an Torrente di Rochemolles e Bardonecchia hag echu en Oulx).
- Cenischia (diwar ar Moncenisio hag en em daol en Dora Riparia e Susa).
- Rio Prebec (deuet eus ar Grand'Uia , adstêr d'an Dora Riparia er frazione Vernetto e Chianocco).
- Torrente Gravio (eienet e-kichen ar Punta Lunella hag adstêr e Condove).
- Torrente Sessi (eienet e Monte Civrari, er reter d'ar Colombardo, adstêr e Caprie).
- Torrente Messa (eienet war ar Monte Civrari, er c'hornôg d'ar Colle del Lys adstêr e Avigliana).
Lez dehoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Torrente Ripa (eienet war ar menez Gran Queyron, er Valle Argentera hag a gember gant an torrente Thuras e Bousson, ur rann eus ar Cesana), a ya da ober an Dora Riparia goude ar c'hember gant ar Piccola Dora, "an Dora Vihan".
- Torrente Thuras (eienet war ar c'h- Colle di Thuras, hag a en em daol en Torrente Ripa e Bousson, ur rann eus ar Cesana).
- Rio Gerardo (eienet er c'h- Colle del Sabbione, a gember gant an Dora Riparia e Bussoleno).
- Torrente Gravio (eienet er c'h Conca Cassafrera da gemberiñ er Villar Focchiardo).
- Rio Scaglione (eienet er Vallone degli Adretti er Parco naturale Orsiera - Rocciavrè).
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (la) Gaffiot. Kavet : 21-02-2021.
- ↑ (it) Dizionario di toponomastica — Stori e significato dei nomi geografici italiani, Torino, UTET, 2006, p. 296 (ISBN 978-88-02-07228-9)