[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Gwalldaol an 29 a viz Du 2019 e Londrez

Eus Wikipedia
Ar Fishmongers' Hall, hag al London Bridge lec'hioù ar gwalldaol

D'an 29 a viz Du 2019 e Londrez, Usman Khan, a oa bet dieubet diouzh an toull-bac'h lec'h ma oa bet kaset evit bezañ meulet ar sponterezh, en deus taget 5 den gant ur gontell e kreiz kêr. Lazhet e oa bet daou zen.

El atacante asistía a una conferencia de rehabilitación de delincuentes en Fishmongers Hall cuando amenazó con detonar lo que resultaría ser un falso cinturón bomba y comenzó a atacar a las personas con dos cuchillos Ar paotr a oa o kemer perzh en un emvod evit addegas o enor da dud kondaonet, e Fishmongers' Hall, pa oa bet o c'hourdrouz en em lazhfe dre un darzhadenn emlazh. Dres goude-se e oa bet o tagañ tud gant div gontell en e zaouarn. Daou zen a oa bet lazhet e-touez an arvesterien. Meur a arvester a oa bet o stourm a-enep ar sponter, lod o devoa taget Khan gant ul lazher-tan ha memes gant gant ur stilhon Narwal pa oa o vont kuit diouzh ar sal emvod. Deuet e oa an dud a-benn da lakaat ar sponter war al leur pa oa erruet war al London Bridge ha skoet gant un ofiser polis. Dalc'het e oa bet ouzh al leur betek ma errufe poliserien all. Lakaet e oa bet an dud all a-gostez ha tennet e voe war ar sponter.

Boris Johnson, ar C'hentañ ministr saoz, ha maer Londrez, Sadiq Khan, o deus enoret nerzh kalon an drevourien hag ar servijoù surentez ha sikour o deus talet ouzh an dagadenn.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]