[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Garmna

Eus Wikipedia
Ur porzhig e kreisteiz Garmna

Garmna zo un enezenn e kontelezh Gaillimh en Iwerzhon. Stag eo ouzh enez Leitir Móir gant ur chaoser, bet savet e 1905.

Mont a ra Garmna gant inizi Leitir Móir ha Leitir Mealláin, hag inizi bihanoc'h, da ober Ceantar na nOileán, ur c'hornad ma vez kaozeet iwerzhoneg gant an darn vrasañ eus an dud. Hervez niveradeg 2016 e veze komzet iwerzhoneg bemdez gant 71,7% eus tud Ceantar na nOileán[1].


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.