[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Goma

Eus Wikipedia
Lec'hiadur Goma e RDK
Goma hag al lenn Kivu

Goma zo ur gêr e reter Republik Demokratel Kongo, pennlec'h proviñs Nord-Kivu. Emañ Goma 1 500 m a-us live ar mor, war ribl al lenn Kivu hag 20 km e su an Nyiragongo.

Goude gouennlazh Rwanda ec'h erruas e miz Gouere 1994 etre 650 000 hag 1 milion a repuidi Hutu e Goma hag en trowardroioù. Miliadoù anezhe a varvas gant ar c'holera pe a voe lazhet gant soudarded Laurent-Désiré Kabila da vare brezel kentañ Kongo e 1996-1997.