Gouriz diorged
Ur gouriz diorged zo ur seurt gouriz, met ur benveg kentoc'h eget ur pezh dilhad pa veze graet en houarn ha gant ur potailh stag outañ, a veze lakaet d'ar merc'hed, gant ar baotred, evit mirout outo da gaout darempredoù reizhel.
Abaoe ez eus bet ijinet re all evit lakaat d'ar baotred ivez.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kalz mojennoù zo en-dro d'ar gourizoù diorged. Hervez ar vrudetañ anezho e vijent bet graet er Grennamzer, hag e vezent lakaet gant brezelourien ar Groaz d'o gwragez, a-raok mont da Balestina. Graet e oant evit doare, da ziwall diouzh ar gwalladennoù, hag ouzh an temptatur. E gwirionez n'eus prouenn ebet a gement-se na roud ebet eus ar gouriz kentañ a-raok ar XVvet kantved, da lavarout eo 100 vloaz war-lerc'h dibenn ar Groazadeg diwezhañ. Ma'z eus bet gourizoù diorged er Grennamzer, n'eus ket bet kalz anezho, ha gant an doare da labourat an houarn (pe ur metal all) e vije bet gwall ziaes da ober ur gouriz da zougenn pell amzer[1]
Hervez an istorourien e vijent deuet da vare an Azginivelezh kentoc'h, hag implijet gant ezhec'h kozh gwarizius ha pinvidik evit diwall vertuz o gwragez yaouank, kalz yaouankoc'h evite.
Ar pezh a zo sur avat eo ez eus bet implijet lod da virout ouzh ar vugale da c'hoari gant o filipig etre 1700 ha 1930.
Daou c'houriz zo diskouezet e Mirdi Cluny en Pariz. An hini kentañ n'eus anezhañ nemet ur c'helc'h goloet a voulouz hag ur seurt asied houarn a vije bet douget gant ar rouanez Caterina de' Medici.
Ouzh ar c'hoari bazh-noilh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek ar bloavezhioù 1700 betek ar bloavezhioù 1930 e lavare un toullad medisined e oa dañjerus ar c'hoari bazh-noilh evit ar baotred yaouank, ken evit yec'hed o c'horf, ken evit hini o spered. Kalzik a roudoù skrivet zo, e kazetennoù medisinerezh eus an amzerioù-hont, eus implij seurt gourizoù evit bugale ha krennarded.
Arouez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Arouez an oberezh sadek ha masoc'hek e vezont peurvuiañ bremañ.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ The Medieval Chastity Belt: A Myth-Making Process, Palgrave Macmillan
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Ludresadenn alaman eus mare an Azginivelezh o tiskouez ur pried kozh ha pinvidik hag ur wreg yaouank dimezet en desped dezhi, gant he serc'heg koant.
-
Doare all: anatoc'h ar gouriz amañ.
-
Gouriz diorged veneziat, war ziskouez e Palez an Dojed, hag a vije eus ar XVIvet pe XVIIvet kantved.
-
Gouriz diskouezet en Hels Museum e Hamburg (Alamagn) da-geñver un diskouezadeg vras (10 000 bloaz ar reizh)
-
Gouriz diorged a veze war wel e Mirdi ar Jahinañ, e Freiburg im Breisgau, a-raok dezhañ serriñ e 2006.
-
Gouriz diorged graet evit ar baotred yaouank.
-
Korfkenn evit mirout ouzh ar baotred da c'hoari bazh-noilh.