Bugale Melrand
Bugale Melrand zo ur c'helc'h keltiek savet e Mêlrant, e Bro-Gwened, e 1973 aveit kas dañsoù Breizh àr-raok. Disklêriet eo èl ur gevredigezh hervez ar lezenn 1901 .
Kinnig
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e oa bet Bugale Melrand e 1973, ha diazezet eo ar strollad e Mêlrant (Morbihan). Kavet e vez ennoñ àr-dro ur c'hant bennak a izili. Melrant a zo ur gêriadenn lec'hiet àr tri c'horn-bro (Bro Baod, Bro Pondi, Bro Pourlet). Ar c'helc'h a gizidik hag a gelenn da dud a bep oad an dañs, ar sonerezh, ar broderezh, ar brezhoneg hag ar c'han.
E gorollerezhioù hag e sonerezh a zo bremañ brudet, hag o c'halite o deus dibaset a-c'houde pell 'zo bevennoù Breizh. Ar c'helc'h Bugale Melrand a zo en eil rummad ar gengevredigezh « War 'l Leur », ha kinnig a ra korollerezhioù ha dañsoù hengounel Breizh.
Liesseurt eo oberoù ar gevredigezh, ha dreist-holl evit arvesterion dedennet get ar sevenadur :
- Dañsoù : kelennet e vez d'an dañserion yaouank adal o seizh vlez.
- Sonerezh : meur a choaj o deus ar re zedennet (Bombard, Biniou kozh, Boest an diaoul, Violoñs, Bateri, Kitar).
- Broderezh/gwriat : an dud a c'hell deskiñ ober danterioù, koefoù, gouzougennoù ha gimpoù hervez o c'hoant.
- Kan : gellet a raomp gwellaat e live (e brezhoneg dreist-holl).
Ar c'helc'h a gemer perzh dreist-holl e gouelioù ar rannvro èl Gouel etrekeltiek an Oriant, Gouelioù-Meur Kerne e Kemper, Gouelioù an Arvor e Gwened. E 44 blez eo bet kelc'h keltiek Bugale Melrand e Bro-Euskadi, Belgia, Bro-Iwerzhon, Italia hag e Sina (Shanghai e 2006 ; Pekin e 2008).
Pa vênt pedet da zañsal, emaint ambrouget get ur strollad sonerezh, mes mont a raont meur-a-wezh da zañsal ambrouget get Bagad Sant-Ewan Bubri.
Un tregont bennak a vugale e vez kavet hiriv e kelc'h ar re yaouankañ, ha mont a raont ivez da zañsal dirak arvesterion e-pad ar blez.
Aozet e vez bep blez get Bugale Melrand daou fest-noz : ur fest-noz trad' (e fin ar blez) hag ur fest-noz Nevez-Flamm (e fin miz Ebrel). Aozet e vez ivez alies getoñ sonadegoù en e sal.