[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Blev hir

Eus Wikipedia
An Impalaerez Elesbed Aostria (1837-1898) dispak he blev, poltredet gant Franz Xaver Winterhalter (1805–1873).

Ar blev hir a zo bet douget e pep bro hag e pep amzer gant an dud, hogen kemmañ a ra ster hirder ar blev hervez an amzer hag ar renk er gevredigezh. A-wechoù e vez kavet hir blev hag a dap betek ar groñj, hervez ma vezont douget gant paotr pe blac'h. Rak peurvuiañ e vez blev hiroc'h d'ar merc'hed eget d'ar baotred.

Gouzout a reer e oa hir blev ar vrezelourien e Brezel Troia. Kregiñ a reas ar wazed da droc'hañ o blev adalek ar VIvet kantved kent JK.

E Roma, a-raok ar marevezh kristen, e veze berr blev ar wazed, ha pa voe aloubet Galia gant Julius Caesar e c'hourc'hemennas dezho troc'hañ o blev.

Polonadez hir he blev, e 2007
Gitarour svedat a dap e vlev betek e vandenn.
Priñsez rus, gant Franz Xaver Winterhalter
Maouez he blev plañsonet o tapout betek he c'hof-gar.
Sadhu, e Vârânasî
Albert Anker : Mädchen, die Haare flechtend, 1887

An Nazired a laoske o blev da greskiñ En Testamant Kozh ez eus kaoz eus Samzun, roue Israel, a oa e nerzh en e vlev hir.

Ar Sikhed a laosk o blev da greskiñ hag a bak anezho en o zulban.