[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Bagoas (serc'heg Alesant Veur)

Eus Wikipedia
«Bagoas o komz evel hanterour evit Nabarzanes», oberenn eus 1470-1475, ma weler Bagoas dirak Alesant Veur.

Bagoas a oa un tizhog e lez roue Pers, Darius III, er IVe kantved kent JK. Serc'heg Darius e oa, ha goude hini Alesant Veur pa voe aloubet Pers gant armeoù Makedonia. Darempredoù reizhel en doa bet gant an daou roue eta, galloud ebet avat.

N'ouzer mann eus orin an tizhog Bagoas-se. Lod a gred e oa eus un tiegezh pinvidik, kouezhet eus lost ar c'harr goude an emgannoù, boas e Pers, evit ar galloud. Sklav ha tizhog e oa, spazhet en e vugaleaj moarvat, tonket da vezañ perc'hennet gant mistri evit diwall o gwragez, met ivez evel katamited evit plijadur o mistri.
Krediñ a reer e oa ur Pers anvet Orxines a oa kaoz dezhañ da vout sklav, rak pa oa serc'heg Alesant e tamallas torfedoù d'an den, ma voe kondaonet d'ar marv. Setu pezh a gont Ploutarc'hos ha Ptolemaios bepred, pa lavar Quintus Curcius e oa digablus Orxines hag ez eo dre fallagriezh rik e klaskas Bagoas c'hoari gant ar garantez a vage Alesant outañ. Ret eo lavarout e c'haller fiziout muioc'h er pezh a gont Ploutarc'hos ha Ptolemaios, a oa eus broioù tostoc'h, hag ouzhpenn e oa bet Ptolemaios o vrezeliñ gant Alesant hag e oa mignon dezhañ, e-skoaz Quintus Curcius a zifenn Orxines, evit tamall Bagoas, ne ouie ket diouzh gizioù Pers, ken e lavare ne veze ket kinklet bezioù rouaned Pers, evit didamall Orxines en dije laeret bez ar roue Cyrus.

Perc'hennet gant Darius III

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Haremoù bras o deveze rouaned Pers, gwragez e-leizh enne ha tizhoged evit o diwall hag o servij. Mat e raent o labour, disamm ma oant ouzh binvioù an engehentiñ, ne oant ket evit c'hoari gant ar merc'hed na dozviñ e neizhoù o mistri.
Sentus e oant ivez, dre ma oa gwan o c'horf, evel a oa ar c'hiz en amzer-se, perzhioù a blije d'ar gwaz koshañ ha galloudus er c'houblad. Ouzhpenn, dre ma ne oa ket diorroet o hormonoù e chome dezho un tres e doare ar merc'hed yaouank e-pad pelloc'h amzer. Gant an oad e teuent da devaat muioc'h eget ar wazed en abeg d'o metabolism disheñvel.
E Pers e oa talvoudegezh vras gant un tizhog ken koant hag eñ, hag ouzhpenn dañser mat. Gant merourien harem ar roue e voe prenet abalamour d'ar perzhioù-se, evit plijadur ar roue.

Hervez Quintus Curtius, en e skrid diwar-benn istor Alexander, e oa Bagoas un itriker o klask e zial war un noblañs pers anvet Orsines a nac'has reiñ profoù dezhaén hag a gontas gaou diwar e benn da Alexander, ken na deuas a-benn da vont betek ar prosez, ma voe barnet ha lakaet d'ar marv.


Aloubadenn Alesant Veur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Alesant Veur o tostaat ouzh Darius III en emgann Issos, eil faezhadenn ar Bersed dirak arme Makedonia.

Goude emgann Issos ha hini Gaugamela ma voe trec'h arme Alesant e voe echu d'an impalaeriezh pers, aloubet gant roue Makedonia. Pa dec'has Darius en emgann Gaugamela ez eas Bagoas da-heul e vestr. Lazhet e voe Darius gant ejeneraled, a greder,ha skrapet e voe Bagoas gant unan anezhe, Nabarzanes, a ouie a-walc'h talvoudegezh e brizoniad.

Bagoas e lez Alesant

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'ouzer ket gwall vat pegoulz na pelec'h e varvas Bagoas. N'eus roud ebet anezhañ goude marv Alesant e -323. Marteze e voe lazhet gant unan bennak eus al lez: soñjal a reer e Roxana, kentañ pried ar roue, a lazhas an eil pried Stateira.

  • Bagoas a gont e vuhez er romant istorel The Persian Boy, gant Mary Renault. Empentiñ a ra an oberourez e oa aet Bagoas da Egipt gant ar jeneral Ptolemaios.
    • E adkavout a reer ivez er romant Funeral Games.
  • Kaoz zo eus Bagoas el levr Les Conquêtes d'Alexandre gant ar skrivagner gall Roger Peyrefitte, a gas anezhañ d'an emgann e-kichen Darius, pa ne ra ket Mary Renault.
  • Tudenn a-bouez eo er romant Stealing Fire, gant Jo Graham.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]