[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Ariel Sharon

Eus Wikipedia
Ariel Sharon
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhPalestina fiziadour, Israel Kemmañ
LealdedIsrael Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denאריאל (אריק) שרון Kemmañ
Anv ganedigezhאריאל שיינרמן Kemmañ
Anv-bihanAriel, Arik Kemmañ
Anv-familhSharon Kemmañ
Deiziad ganedigezh26 C'hwe 1928, 27 C'hwe 1928 Kemmañ
Lec'h ganedigezhKfar Malal Kemmañ
Deiziad ar marv11 Gen 2014 Kemmañ
Lec'h ar marvRamat Gan Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvcerebral hemorrhage, acute kidney injury Kemmañ
Lec'h douaridigezhGiv'at ha-Kalaniyot Kemmañ
PriedMargalit Sharon, Lily Sharon Kemmañ
BugelOmri Sharon, Gilad Sharon Kemmañ
Yezh vammhebraeg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg, hebraeg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Kondaonet evitembezzlement Kemmañ
Micherofiser, politiker Kemmañ
Bet war ar studi eHebrew University of Jerusalem, Tel Aviv University Kemmañ
Lec'h labourJeruzalem, Havat Shikmim Kemmañ
Deroù ar prantad labour1945 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1974 Kemmañ
Strollad politikelThe Israeli Liberal Party, Shlomtzion, Likoud, Kadima Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennet2001 Israeli prime ministerial election Kemmañ
Relijionyuzevegezh Kemmañ
Kleñvedcerebral amyloid angiopathy, persistent vegetative state Kemmañ
Grad milourelAluf Kemmañ
Commander of (DEPRECATED)Southern Command, 35th Paratroopers Brigade, Unit 101, Golani Brigade Kemmañ
Skour luHaganah, Tsahal Kemmañ
Unvez milourel35th Paratroopers Brigade, Unit 101, Golani Brigade Kemmañ
Ezel eusHaNoar HaOved VeHaLomed, Gadna Kemmañ
Darvoud-alc'hwezPanama Papers, Sabra and Shatila massacre, Qibya massacre Kemmañ
Prizioù resevethonorary doctor of the Bar-Ilan University Kemmañ
Ariel Sharon

Ariel Sharon (אריאל שרון Ariel Scheinermann diouzh e anv orin) a oa bet ganet d'ar 26 a viz C'hwevrer 1928 e Kfar Malal e-kichen Jaffa e Kefridi Breizh-Veur Palestina (bremañ e Stad Israel), ha marvet d'an 11 a viz Genver 2014 e Ramat Gan (Israel) goude ur c'homa eizh bloavezh.

Jeneral eo ha Kentañ Ministr Stad Israel eo bet etre ar 17 a viz C'hwevrer 2001 hag ar 14 a viz Ebrel 2006.

E 1942 e teuas da vezañ ezel eus ar Gadna, ul luskad damvilourel evit ar re yaouank ha war-lerc'h e teuas da vezañ ezel eus Haganah, un aozadur damvilourel kuzh.

E 1953 e voe krouet ar "c'hommandoioù 101" gantañ.

E 1956, e-pad brezel ar Sinai, e voe e penn an harzourien-lamm.

E 1967, e-pad brezel ar 6 devezh e oa e penn eus unan eus rannoù al lu a yeas d'ar Sinai. Brud spontus a zeuas dezhañ koulz e-touez ar soudarded hag er bobl.

E 1973 e voe dilennet er C'hneset war listenn al Likoud, ur strollad bet krouet gantañ. E miz Here e voe e penn rann an tankoù a aloubas kanol Suez e-pad brezel ar C'hippour.

A-drugarez dezhañ e c'hellas ur 25.000 trevadenner bennak ober o annez etre 1977 ha 1981.

Ar Ministr soudard

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1982 e oa ministr an Difenn. Rediet e voe trevadennerien Yamit gantañ da vont kuit. Ar re a nac'he a veze diskaret o zi.

Er memes bloavezh e kasas al lu da vont el Liban. Dindanañ e voe drouglazhet Palestiniz e kampoù Sabra ha Chatila. E zilez e voe rediet da reiñ.

Ar politikour

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1998 e voe anvet da Vinistr an Aferioù Diavaez.

E penn al Likoud ez eas goude an dilennadegoù kollet e miz Mae 1999.

D'ar 6 C'hwevrer 2001 ez eas da benn ar vro hag addilennet e voe d'an 28 Genver 2003.

Ur voger etre Sisjordania ha Jeruzalem a lakaas da sevel.

E 2004, goude marv Yasir Arafat e krogas da varc'hata gant penn nevez Palestina : Mahmoud Abbas. Divizout a reas dilezel bandenn Gaza. D'an 11 a viz Gwengolo 2005, ne oa trevadenner ebet ken eno.

Pa oa bet bec'h en e strollad e tivizas kuitaat al Likoud ha d'an 29 a viz Du 2005 e voe savet ur strollad nevez gantañ : Kadima (קדימה, "war-raok").

E penn ar sontadegoù e oa pa savas ennañ un diwadenn-empenn d'ar 5 Genver 2006 a redias anezhañ da chom a-sav.