[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Argo

Eus Wikipedia
Ar steredeg Lestr Argo, skeudenn tennet eus Uranographia Johannes Hevelius.
Argo, gant Lorenzo Costa

Argo (Αργώ / Argố e gregach) e oa anv al lestr mojennel ma'z eas warnañ an haroz Iason hag an Argonaoted (ar Voraerien) adal kêr Iolkos e Henc'hres da gerc'hat ar Maoutken aour war ribl ar Mor Du.

Diwar-benn ar vojenn-se n'eus ket gwelloc'h skrid eget hini Apollonios Rodez, an Argonautiká.

Savet e voe Argo, hervez ar mojennoù, pe gant an argaonaot Argos, mab da Arestor, pe gant Argos, mab da Friksos, a roas e anv d'al lestr. Gallout a rae al lestr Argo komz ha diskuliañ an amzer da zont, rak graet e oa e prenn derv Dodona anavezet evit diouganiñ dre hiboud o brankoù.

Gwarezet e oa al lestr hag ar voraerien gant an doueez Hera, a oa he skeudenn ouzh staon al lestr.

Ur pikol steredeg a voe anvet Lestr Argo en Henamzer war-lerc'h lestr mojennel Iason, kent bezañ rannet e teir steredeg vihanoc'h : ar Gouelioù, an Aros hag ar Garenn.
Lestr Argo, pe Argo Navis hervez hec'h anv latin, eo ar steredeg nemeti a gement a zo bet adanvet.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]