Argos Panoptes
Argos Panoptes (Άργος Πανοπτης e henc'hresianeg) a oa ur gigant kant lagad dezhañ, a veze an hanter anezho o kousket pa veze ar re all war evezh.
Mab e oa da Arestor ha Mykene, hervez mojennoù zo, pe da Inac'hos, pe da Argos mab Zeus, pe da C'haia.
Un Argos all a oa, un argonaot, mab ivez d'un Arestor all.
E anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar vojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Karget e voe gant Hera da ziwall hec'h annoar Io, da virout ouzh he gwaz Zeus da weladenniñ anezhi pa deue e korf un tarv, rak Argos en doa brud da vezañ un diwaller mat. Fuloret e oa pried an doueez dre ma n'halle ket ken tostaat ouzh e serc'h, ma c'houlennas digant Hermes mont da lazhañ ar ramz. Kontañ istorioù borodus a reas Hermes betek ken na vanas Argos kousket. Neuze e troc'has e benn outañ hag en kasas da Hera. Evit trugarekaat e servijer feal e lakaas Hera e zaoulagad war lost ar paun.
A-hend-all ez eo bet lakaet muntr Ec'hidna war-gont Argos Panoptes.