[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Arete

Eus Wikipedia
Ur pennad Arete (pried Alkinoos) zo ivez.
Delwenn d'an arete, e levraoueg Celsus en Efesos.

An arete (ἀρετή e gregach), a oa war un dro an dreistelezh hag ar vertuz. kelennet e veze gant ar sofouriezh en Hellaz kozh.

E barzhonegoù Homeros, e talv an arété evit harozed Hellaz koulz ha re Troia, evit gwazed koulz ha maouezed, evit Penelope koulz hag he fried Odysseüs. Gant Homeros eo stag ouzh an nerzh-kalon, ha muioc'h c'hoazh ouzh an efedusted.