[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Aranjuez

Eus Wikipedia
Palez roueel Aranjuez
Ardamezioù Aranjuez

Aranjuez zo ur gêr eus Spagn, e Kumuniezh Madrid. Emañ 42 gilometr er su da Vadrid, el lec’h ma kember ar stêrioù Tajo ha Jarama, 494 metr a-us live ar mor. E 2014 e oa 57 792 a dud o chom e kêr.

Brudet eo abalamour ma kaver enni Palez Roueel Aranjuez, unan eus palezioù rouaned Spagn abaoe mare ar Rouaned katolik, ha dreist-holl abaoe ren Fulup IV, gant liorzhoù tro-dro. Gant kêr Aranjuez e oa bet awenet ar sonaozer brudet Joaquín Rodrigo evit sevel Concierto de Aranjuez, un oberenn glasel evit ar gitar, savet e 1939.

Lakaet eo bet Aranjuez war roll Lec'hiennoù ar Glad bedel gant UNESCO.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.