[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Ar Stadoù

Eus Wikipedia
Gwellaat ar pennad-mañ a vo ret a-raok ma vo gallet lavarout ez eo ur pennad a live holloueziadurel, ken e-keñver danvez, ken e-keñver brezhoneg.
Ma fell deoc'h reiñ hoc'h ali, resisaat petra zo da wellaat, grit e pajenn ar gaozeadenn.

  • Pa vo bet graet ar gwellaennoù e vo ret dilemel ar patrom-mañ.

Ar Stadoù zo ur vodadenn eus dileuridi ar gevredigezh, dezhi teir (peder e Sveden) rann pe stad, en amzer ar feodaliezh en Europa. Eus ar rannadur-se e meur a stad kevredigezhel e teu an anv el liester evit ar vodadenn a-bezh. Ur seurt kuzul ledan e oa evit skoazellañ ar roue pe ar pennaotrou ha, peurvuiañ, asantiñ d'an tailhoù. Pennabeg an ensavadurioù-se a oa ne grede ket e vije bet reizh chom hep goulenn an aotre da rastellat taihoù da bep rummad tud.

E Gwernenez hag e Jerzenez e kaver The States of Guernsey ha The States of Jersey, dezho ur mont en-dro nes da hini an amzerioù kozh, p’eo Rouanez Bro-Saoz pennaotrou an div enezenn a zo emren ha distag diouzh ar Rouantelezh-Unanet[1].

Miret eo bet an anv-se evit bodadoù demokratelaet (an daeloù) e broioù zo (galleg : États, izelvroeg : Staten, saozneg : Estates, svedeg : Stander). En alamaneg e vez graet gant Landstände).

Roll ar Stadoù hag an daeloù heñvel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Bodadenn roueel ar Stadoù (Bro-Sveden)
  • Bodadenn Stadoù Bro-Skos
  • Kuzul ar Stadoù (Bro-Suis)
  • Parlamant Bro-Skos
  • Stadoù an Antilhez izelvroat
  • Stadoù Aldernez (teuzet gant re Gwernenez)
  • Stadoù Bearn
  • Stadoù Bourgogn
  • Stadoù Breizh
  • Stadoù Gwernenez
  • Stadoù Jerzenez
  • Stadoù Lengadok
  • Stadoù Nafarroa
  • Stadoù Württemberg
  • Stadoù Jeneral (Bro-C’hall)
  • Stadoù Jeneral (Izelvroioù)
  • Stadoù-provins (Izelvroioù)

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Fiziet he deus pep bodadenn he aferioù estren e gouarnament ar rouantelezh .